Jacques de Flesselles
Jacques de Flesselles, ganet e Pariz d'an 11 a viz Du 1730 en ur familh noblañs a robenn eus Pikardi, ha drouklazhet e kêr Pariz d'ar 14 a viz Gouhere 1789, a oa ur melestradurour gall ha diwezhañ penn marc'hadourien Pariz.
Jacques de Flesselles
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Jacques de Flesselles |
Anv ganedigezh | Jacques de Flesselles |
Anv-bihan | Jacques |
Deiziad ganedigezh | 11 Du 1730 |
Lec'h ganedigezh | Pariz |
Deiziad ar marv | 14 Gou 1789 |
Lec'h ar marv | place de l'Hôtel-de-Ville - Esplanade de la Libération |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Familh | Q60965603 |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker |
Ezel eus | Académie des sciences, belles-lettres et arts de Lyon |
Perc'henn war | Château du Marais, Château de Champgueffier, Q117037889 |
Harpet en devoa doareoù reut ar c'hañseller Maupeou evit flastrañ ar Jansenouriezh e-pad emsavadeg ar parlamantoù.
Merour Breizh, Normandi, Auvergne ha Lyon e voe, a-raok dont da vezañ maer Pariz. Lazhet e voe gant un tenn pistolenn, a-raok bezañ dibennet ha kaout e benn e beg ur pik. Kement-se a oa erruet goude Kemeridigezh ar Bastille. Bez e voe neuze gant Bernard-René Jourdan de Launay unan eus gouzañverien gentañ ar Reveulzi C'hall.