Jean-Marie Lustiger

skrivagner gallek

Aron Jean-Marie Lustiger (bet ganet d'ar 17 a viz Gwengolo 1926 e Pariz, marvet d'ar 5 a viz Eost 2007 e Pariz) a oa beleg en Iliz katolik, arc'heskob Pariz eus 1981 betek 2005 hag anvet da gardinal gant ar pab Yann-Baol II e 1983. Ezel eus an Académie française e oa ivez.

Ganet e oa bet en ur familh yuzev met treiñ a reas war-zu ar relijion gatolik e-pad an Eil Brezel Bed ha mont a reas da veleg ur wezh echu ar brezel. Kendelc'her a reas avat d'en em welet evel yuzev a-hed e vuhez.

Evel eskob e tifennas ar gwir evit an Iliz da gemer perzh e breudoù ar vuhez politikel hep klask distreiñ war pennaenn al likelezh evel m'eo diazezet gant Lezenn 1905. Labourat a reas ivez war an darempredoù etre ar gumuniezh yuzev gall hag an Iliz katolik, o lakaat anezhi da anavezout hec'h atebegezh er Shoah.