Jean Leperdit
Jean Leperdit a zo bet maer Roazhon etre 1793 ha 1795 (Bloaz II ha Bloaz IV ar Republik). Brudet eo bet evit e habaskter hag evit bezañ talet ouzh Jean-Baptiste Carrier hag e grizder.
Ganet eo bet d'ar 5 a viz Mae 1752 e Noal-Pondi. Aet eo da Anaon d'an 3 a viz Eost 1823 e Roazhon. Mestr-kemener e oa. Beziet eo bet e bered an Norzh e Roazhon.
Un delwenn anezhañ gant Emmanuel Dolivet a gaver plasenn Champ-Jacquet e Roazhon. Diskouezet eo o trailhañ ul listenn a dud da vezañ dibennet bet savet gant Carrier. Teuzet oa bet an delwenn gant an Alamaned, graet eo bet en-dro e 1991 ha staliet e 1994.
Ur ru a zoug e anv e Roazhon hag unan all e Pondi.
Un daolenn anezhañ bet livet gant Marie-Thérèse de Champ Renaud e 1887 a zo bet prenet gant Meurgêr Roazhon e 2012 evit Mirdi Breizh. Un daolenn all gant Jules Jan a gaver e saloñs bihan Ti-kêr Roazhon.
Mammennoù
kemmañ- 500 Bretons à connaître, gant Jean-Loup Avril, embannadurioù L'Ancre de Marine, 1989.