Johann Jakob Froberger
Johann Jakob Froberger bet ganet d'an 18 a viz Mae 1616 e Stuttgart ha marvet d'ar 7 a viz Mae 1667 en Héricourt (Haute-Saône) a oa un ograouer, ur c'hlavisimer hag ur sonaozour alaman.
Johann Jakob Froberger | ||
---|---|---|
Quarta Partita, kevrollenn sinet, 1669 | ||
| ||
Stil | barok | |
| ||
Ganedigezh | 18 a viz Mae 1616 | |
Marv | 7 a viz Mae 1667 | |
| ||
Broadelezh | Impalaeriezh santel roman german (Hiziv : alaman) | |
| ||
Micher bennañ | Ograouer ha klavisimer | |
Micherioù arall | Sonaozour |
Digant e dad, a oa Kapellmeister e lez Stuttgart, en devoe e gentelioù sonerezh kentañ. Beajiñ a-dreuz Europa a reas, ha chom e Roma (1637-1641) ma teskas digant ar mestr italian Girolamo Frescobaldi (1583-1643) koulz hag e Wien (1645) ma voe ograouer el lez.
Petra bennak ma ne voe moullet hini ebet eus e oberennoù pa oa bev, diwar e youl war a hañval evel ma oa ar c'hiz d'e vare, kalz savadoù a voe graet ha skignet ; bras eo bet e levezon war sonerezh e amzer neuze, ha pelloc'h zoken, betek hini Johann Sebastian Bach (1685-1750) ha Georg Friedrich Händel (1685-1759).
Gant e sonaozadur dezhañ e-unan ez eo deuet J. J. Froberger a-benn da gendeuziñ ar stiloù alaman, gall hag italian en e bezhioù evit an ograoù hag ar c'hlavisim.
Buhez
kemmañE Stuttgart e voe badezet d'an 19 a viz Mae 1616, mab d'ar c'haner tenor Basilius Froberger (1575-1637) ha da Anna Schmid (1577-1637). Kanañ a rae Basilius Froberger e lez Württemberg kent dont da vout Kapellmeister eno e 1621. Diwar an unnek bugel a oa en tiegezh, pevar a zeuas da vout sonerien el lez, war-bouez Johann Jakob.
Ne ouzer koulz lavaret netra diwar-benn yaouankiz ar sonaozour e Stuttgart betek e 18 vloaz, e 1634, pa voe kaset da Wien war erbed kannad Sveden da ganañ e chapel lez impalaer Aostria, Ferdinand III an Impalaeriezh Santel[1].
E 1637 e varvas e dad, e vamm hag unan eus c'hoarezed diwar ar vosenn. Johann Jakob hag e vreur Isaac a werzhas levraoueg-sonerezh o zad da lez Württemberg, hag en hevelep bloavezh e teuas Johann Jakob da vout eilograouer Wolfgang Ebner (1612-1665) e lez Wien.
E miz Even 1637 e voe aotreet da vont da Roma a-benn studiañ e-kichen ar sonaozour Girolamo Frescobaldi (1583-1643). Hag eñ ul luterian ez andreas ouzh ar relijion gatolik — war a hañval, pa oa ret bout katolik evit labourat el lez, ha tri bloavezh-pad e chomas e Roma.
E 1641 e tistroas da Wien, ma voe ograouer betek 1645, pa zistroas da Roma da gendelc'her da studiañ, gant Giacomo Carissimi (1605-1674) marteze, gant Athanasius Kircher (~1602-1680) a-dra-sur.
E 1649 e tistroas da Aostria adarre, dre Firenze ha Mantua ma tiskouezas d'ar briñsed an arcæ musurgicæ novum inventum, un arc'h bet ijinet gant Kircher evit aozañ sonerezh[2]. E miz Gwengolo e tiskouezas an arc'h d'an impalaer, hag e sonas dirak un diplomat anvet William Swann, el lakaas da gejañ ouzh ar sonaozour flandrezat Constantijn Huygens (1596-1687), a chomas mignon dezhañ a-hed e vuhez. Dre Huygens ez anavezas labour ar sonaozourion c'hall Jacques Champion de Chambonnières (~1602-1672), Ennemond Gaultier (~1575-1651) ha Denis Gaultier (~1600-1672), ur c'henderv da Ennemond.
Pa varvas an impalaerezh Maria Leopoldine von Österreich-Tirol e miz Eost 1649 e voe paouezet gant ar sonerezh el lez. Kuitaat Wien a reas Johann Jakob Froberger neuze, ha beajiñ e-pad pevar bloavezh ; krediñ a reer e voe karget gant an impalaer d'ober un tamm labour diplomatiezh ha, marteze, spierezh[3].
Nebeut-tre zo anavet diwar-benn ar beajoù-se ; hep mar e chomas e kêrioù Dresden, Köln, Düsseldorf, Antwerpen hag e broioù Zeeland ha Brabant. Asur eo e chomas e Brusel div wezh, e 1650 ha 1652, e London hag e Pariz.
E Paris e kejas ouzh ar sonaozourion a oa bet kaoz anezho gant Constantijn Huygens ; ouzh Louis Couperin (~1626-1661) e kejas ivez. Levezonet e voe Froberger gant o sonerezh, ha Couperin d'e dro a voe levezonet gant doare ar soner alaman : unan eus pezhioù Couperin zo anvet Prélude à l'imitation de Mr. Froberger[4].
E 1653 e tremenas J. J. Froberger dre Heidelberg, Nürnberg ha Regensburg kent distreiñ da Wien e miz Ebrel da chom el lez e-pad pevar bloavezh.
Ne chom roud ebet pe dost eus bloavezhioù diwezhañ ar sonaozour, war-bouez eskemmoù lizheroù etre Constantijn Huygens ha dugez Montbéliard, Sybilla a Württemberg, a oa o chom en Héricourt[5]. He c'helenner war ar sonerezh e voe Froberger en Héricourt, ma varvas e miz Mae 1667.
Enrolladurioù
kemmañ- Johann Jakob Froberger: The Complete Keyboard Works (1994), sonet gant Richard Egarr (ograoù, klavisim), CD Globe GLO 6022–6025
Levrlennadur
kemmañBrezhonek
kemmañ- Ewan, Jil & Herbert, Pêrig (1990), Geriadur bihan ar sonerezh, Hor Yezh
Alamanek
kemmañ- Mattheson, Johann (1740), Grundlage einer Ehren-pforte, woran der tüchtigsten Capellmeister, Componisten, Musikgelehrten, Tonkünstler &c. Leben, Wercke, Verdienste &c. erscheinen sollen, Nabu Press, 2011, ISBN 978-1-175-97842-4
Gallek
kemmañ- La musique, les hommes, les instruments, les œuvres, Larousse, 1965, ISBN 978-2-03-014110-6
Saoznek
kemmañ- Apel, Willi (1972), The History of Keyboard Music to 1700, Indiana University Press, 1997, ISBN 978-0-253-21141-5
Notennoù
kemmañ- ↑ Johann Matheson, Op.cit
- ↑ Skeudenn
- ↑ Evel ar sonaozour saoz John Dowland (1563-1626) hag al livour flandrezat Pieter Pauwel Rubens (1577-1640)
- ↑ Louis Couperin — Pièces de Clavecin, sonet gant Richard Edgar, Harmonia Mundi HMU907511.14 (CD #4) Selaou
- ↑ Un tiriad eus an tiegezh Württemberg e oa Montbéliard ha Héricourt d'ar mare-se ; e departamant an Doubs emañ hiziv.