John Philip Sousa (Washington, D.C., 6 Du 1854Reading (Pennsylvania), 6 Meurzh 1932) a oa ur soudard, ur sonaozour hag ur penn orkestra stadunanat. Brudet eo dreist-holl evit an tonioù-bale a savas evit an United States Armed Forces[1]. Lesanvet e oa The March King ("Roue an Ton-bale") kent The American March King evit e ziforc'hañ diouzh e genseurt ar Saoz Kenneth J. Alford (1881-1945).
E-touez e donioù-bale brudetañ emañ The Stars and Stripes Forever (Ton-bale broadel Stadoù-Unanet Amerika), Semper Fidelis (ton-bale ofisiel an United States Marine Corps), The Liberty Bell, The Thunderer ha The Washington Post.

John Philip Sousa

E miz Du 1922
Ganedigezh 6 Du 1854
Washington, D.C.
SUA
Marv 6 Meurzh 1932
Reading
SUA

Lesanvioù The March King
The American March King
Micher Soudard
sonaozour
Penn orkestra
Unvez United States Marine Corps
United States Navy
Resped 18681875, 18801892 (USMC)
19171918 (U.S. Navy)
Rank Serjant major (USMC)
Letanant komandant (U.S. Navy)
Orkestra United States Marine Band
Great Lakes Naval Station Band

The Stars and Stripes Forever
Semper Fidelis
The Liberty Bell
The Thunderer
The Washington Post

Sousaphone ® ha J. Ph. Sousa (war e sav)

Ur soner biolin e oa J. Ph. Sousa en deroù pa studie damkan ar sonerezh hag ar sonaozañ. D'an oad a 13 vloaz, e 1868, e voe soudardet gant e dad en United States Marine Band evel deskard. Kuitaat al laz-seniñ a reas e 1875 hag e-pad ar pemp bloaz war-lerc'h e voe ur soner biolin hag e teskas ren un orkestra. E 1880 e tistroas d'ar Marine Band, a renas e-pad 12 vloaz. Goude-se e savas e laz dezhañ.
Adalek 1880 betek e varv e 1932 d'an oa a 77 vloaz ne reas nemet ren lazoù-seniñ ha skrivañ sonerezh.

Pa gemeras SUA perzh er Brezel-bed kentañ e voe deroet da J. Ph. Sousa ur rank par da letanant evit ren an Naval Reserve Band en Illinois. Goude ar brezel e tistroas da bennsoner ar Sousa Band betek e varv. Er bloavezhioù 1920 e voe anvet da vat er renk a letanant komandant adarme en US Navy ; biken ken avat ne voe oberiant el lu stadunanat.

Yaouankiz

kemmañ

E Washington, D.C. e voe ganet John Philip Sousa, trede bugel João António de Sousa (John Anthony Sousa, 1824-1892), a oa bet ganet e Spagn gant Portugaliz, hag e wreg Maria Elisabeth Trinkhaus (1826-1908), un Alamanez eus Bavaria.[2]
Abred-tre e krogas da studiañ ar sonerezh, hogen ne badas ket en abeg d'e gelenner John Esputa Sr., a oa ur spered diaes a zen. E 1861 pe 1862 e studias da vat pa voe kelennet gant John Esputa Jr., mab e gelenner kent. Gantañ e teskas biolin, piano, fleüt, meur a zoare kouevrell, hag ar c'hanañ. Ker brouezek hag e dad e oa John Esputa Jr., met buan-tre e teskas J. Ph. Sousa, ha merzet e voe en devoa ur skouarn dizave, da lavarout e oa gouest da anavout notennoù ur skeul hep notenn-dave ebet. D'ar mare-se e skrivas e don kentañ, An Album Leaf, met diskaret e voe gant e gelenner ha kollet e voe ar pezh sonerezh.[3]

Trombonour er Marine Band e oa e dad J. A. Sousa, ha da 13 vloaz ez enrollas e vab 13 vloaz evel deskard el laz-seniñ, evit mirout outañ a vont da seniñ e laz ur sirk.[4] Dre ma oa minor c'hoazh e voe ret dezhañ chom er Marine Band betek e 21vet penn-bloaz. En hevelep bloavezh e krogas da studiañ ar sonerezh gant ar c'helenner George Felix Benkert.[3]

Resped

kemmañ
Evel soudard soner

Div wech e voe J. Ph. Sousa en U.S. Marine Corps. D'an 9 a viz Mezheven 1868 e voe enskrivet evel danvez soner pa ne oa ket c'hoazh 14 vloaz, ha disoudardiñ a reas e 1875 pa voe 21 bloaz, echuet e zeskoni gantañ. Un eil predad a reas er Marine Band, ma voe pennsoner eus 1880 da 1892 – ar bloaz ma varvas e dad. A-live gant serjant major e oa e rank, hogen ne oa ket serjant major er Marine Corps end-eeun, peogwir e oa disrannet al laz-seniñ diouzh an unvezioù brezeler betek 1916.[2] The President's Own Band ("laz-seniñ Prezidant SUA", lesanv an U.S. Marine Band) a sonas en Ti Gwenn adalek Rutherford B. Hayes (e karg 1877-1881) betek Benjamin Harrison (e karg 1889-1893)[5],[6].

Gant an ti Columbia Phonograph Company e voe embannet 60 enrolladenn eus ar Marine Band renet gant J. Ph. Sousa, a c'hounezas brud en SUA a-bezh. E 1892 e tibabas disoudardañ evit kenderc'hel gant ur resped nann-soudard ; d'an 30 a viz Gouere 1892 e renas ur sonadeg-kimiadiñ en Ti Gwenn, hag antronoz ez echuas e vuhez en U.S. Army[7].

D'ar 6 a viz Ebrel 1917, an SUA a zisklêrias brezel da Alamagn ; d'an 31 e voe anvet J. Ph. Sousa da letanant en Naval Reserve, pa oa 62 vloaz, an oad ma oa ret d'ur soudard kuitaat an arme. Betek dibenn ar brezel e voe pennsoner an Navy Band e Lake County, Illinois.[3],[2] A-hed ar mare-se e roas e c'hopr, war-bouez 1 dollar, d'ar Sailors' and Marines' Relief Fund, ur c'hef a skoazell familhoù paour ar soudarded.[3] E miz Du 1918 e voe diskarget hag e tistroas da bennsoner e laz-eñ. Betek e varv e kendalc'has da wiskañ lifre an U.S. Navy da geñver lod eus e gensonadegoù.

Evel pennsoner disoudard

Pa guitaas an arme e 1875 ez eas da soner biolin hag ez emezelas en orkestra ur c'hoariva ma teskas bout penn. Er bloaz-se e savas e laz dezhañ, ar Sousa Band, a roas 15 623 sonadeg etre 1892 ha 1931, koulz en SUA hag er bed a-bezh ; e 1900 e tibunas e Pariz da geñver an Exposition Universelle.[3]

E 1893 ha diwar c'houlenn ha kuzulioù J. Ph. Sousa e voe ijinet ur benveg-seniñ nevez, ar sousaphone, gant James Welsh Pepper e Philadelphia ; ur mell kouevrell kar d'an helikon hag ar pilgorn eo, a gas ar son a-us al laz hag azezet pe war e sav e vefe ar soner. Kemmet e voe ar benveg gant Charles Gerard Conn e 1898, hag an doare-se a voe arveret gant J. Ph. Sousa.[3] E 1908 e voe degemeret ent-ofisiel ar benveg gant ar Marine Band[8].

Buhez prevez

kemmañ

D'an 30 a viz Kerzu 1879 e timezas J. Ph. Sousa da Jane van Middlesworth Bellis (1862-1944)[2]. Tri bugel o devoe : John Philip (1881-1937), Jane Priscilla (1882-1958) ha Helen (1887-1975)[9].

D'ar 15 a viz Meurzh 1881 e voe degemeret gant ar Frañmasonerezh (Lid skosat, log Hiram niv. 10 e Washington, D.C.) ; mestr-mañsoner e voe eno e-pad 51 bloaz.[3],[10]

En e oad kozh e reas e annez e Sand Point, New York. D'ar 5 a viz Meurzh 1932 e voe kouviet da vout pennsoner ar Ringgold Band evit seniñ The Stars and Stripes Forever ; antronoz e varvas diwar un taol-kalon en e leti e Reading, Pennsylvania, d'an oad a 77 vloaz.

Enorioù

kemmañ
 
US Postage, 1940
Milourel
Keodedel

Oberennoù

kemmañ
Sonerezh

John Philip Sousa a skrivas 134 zon-bale, 68 pezh kanet, 24 faltazienn, 22 don-dañsal, 15 operetenn, 14 fentigellenn[15], 11 heuliad, 9 fezh evit trompilhoù & taboulinoù, 4 digoradenn, 2 bezh evit sonadegoù[16] ha 2 varzhoneg sinfoniel[17], eleze 305 oberenn en holl (d'an nebeutañ). Diniver eo ar sinfoniennoù europat eus an XIXvet kantved a zo bet kempennet gantañ evit an doareoù lazoù-seniñ a renas.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Sousa, John Philip (1928). Marching Along – An Autobiography. Chicago, Illinois : GIA Publications, 2014 (ISBN 978-1-62277-138-7)Lenn en-linenn. Kavet : 14 Meurzh 2021.
  • (en) Bierney, Paul E. John Philip Sousa: American Phenomenon. Van Nuys, Kalifornia : Alfred Music, 2001 (ISBN 978-1-4574-4995-6)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. (en) 'Encyclopaedia Britannica'.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (en) 'The Library of Congress Biography: John Philip Sousa'.
  3. 3,0 3,1 3,2 3,3 3,4 3,5 ha3,6 Bierley, op. cit.
  4. (en) 'A Biography of John Philip Sousa'. Kavet : 14 Meurzh 2021.
  5. (en) 'J. A. Garfield's Inaugural Address'. Kavet : 15:03/2021.
  6. (en) 'B. Harrison's Inaugural Address'. Kavet : 15:03/2021.
  7. (en) 'Sousa Leaves the Marine BandThe New York Times, 01 Eost 1892. Kavet : 14 Meurzh 2021.
  8. (en) Phillips, Harvey & Winkle, William. The art of Tuba and Euphonium Playing. Van Nuys, Kalifornia : Alfred Music, 1999 (ISBN 978-1-4574-0438-2)
  9. (en) 'The Spanish American War'. Kavet : 14 Meurzh 2021.
  10. (en) 'The Masonic Trowel'. Kavet : 14 Meurzh 2021.
  11. (en) 'Internet Movie Database'. Kavet : 14 Meurzh 2021.
  12. (en) 'The John Philip Sousa Foundation'. Kavet : 14 Meurzh 2021.
  13. Ha kadarnat e 1998 : (en) 'Legal Information Institute'. Kavet : 14 Meurzh 2021.
  14. (en) Bennett, William J. & Cribb, John T. E.. The American Patriot's Almanac —Daily Readings on America. Nashville, Tennessee : Thomas Nelson, 2013 (ISBN 978-1-59555-375-1)
  15. (en) Humoresque
  16. (en) Concert-piece
  17. (en) Tone Poems