Janed Aostria (1535-1573)

(Adkaset eus Juana Aostria)

Janed Aostria, pe Juana de Austria (pe Habsburgo) e spagnoleg, (Madrid, 24 a viz Mezheven 1535 - Manati El Escorial, 7 a viz Gwengolo 1573) a oa ur briñsez spagnol, merc'h da Karl V ha d'e bried Izabel Portugal, infantez Spagn hag arc'hdugez Aostria.

Juana Aostria
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn, Rouantelezh Portugal Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJuana de Austria Kemmañ
Anv ganedigezhJoana d'Habsburg i de Portugal Kemmañ
Anv-bihanJuana Kemmañ
Titl noblañsArchduchess, Infante of Spain Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Mez 1535 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMadrid Kemmañ
Deiziad ar marv7 Gwe 1573 Kemmañ
Lec'h ar marvRoyal Monastery of San Lorenzo de El Escorial Kemmañ
Lec'h douaridigezhFunerary chapel of Joanna of Austria, Princess of Portugal Kemmañ
TadKarl V an Impalaeriezh Santel Kemmañ
MammIzabel Portugal Kemmañ
PriedJoão Portugal Kemmañ
BugelSebastião Iañ Kemmañ
FamilhTiegezh Habsburg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargRejañs Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Urzh relijielKompagnunezh Jezuz Kemmañ
Deskrivet dreQ27981157 Kemmañ
Poltred Juana Aostria
gant Alonso Sánchez Coello, 1557)

He buhez

kemmañ

E 1552 e timezas d'he c'henderv João Manuel, priñs Portugal. Daou vloaz a boan goude e varvas he fried diganti, ha hi dougerez. Triwec'h deiz goude marv João Manuel, d'an 2 a viz Genver 1554, e c'hanas o mab Sebastião, a voe Roue Portugal .

Intañvez e oa da 19 vloaz. Goulenn a reas bout rejantez evit he mab. Bec'h a savas etrezi hag he mamm-gaer, Catalina de Austria, a oa moereb dezhi ivez, ha na felle ket dezhi leuskel he merc'h-kaer Juana da ren e Portugal. Goulennet e voe ali Karl V, a oa roue Spagn hag Impalaer santel war un dro, breur d'an eil ha tad d'eben. Hag eñ mont a du gant e c'hoar.

En em dennañ a reas Juana neuze da gêrig Tordesillas, en Kastilha. Gouarn Spagn a reas koulskoude pa edo he breur, ar roue Fulup II, o veajiñ etre Bro-Saoz ha Flandrez, etre 1554 ha 1559.

Jezuitez

kemmañ

Araok intañveziñ e oa e darempred gant Francisco de Borja, ur jezuist hag en devoa aozet devezhioù retred ha prederiañ evit maouezed al lez. Goude marv he fried e tommas muioc'h c'hoazh ouzh ar vuhez speredel, ha Borgia e oa hec'h ambrouger speredel.

Goulenn a reas bezañ degemeret e Kompagnunezh Jezuz. Nec'het e oa Ignacio de Loyola: nac'h he goulenn ouzh merc'h an impalaer kozh ha c'hoar ar roue yaouank, pe degemer ur vaouez? Hag eñ, e miz Here 1554, da sevel ur bodad-studi, ennañ pemp beleg karget da studiañ afer.

A-du gant ar c'houlennerez ez eas ar bodad. Ignacio de Loyola a gasas ar c'heloù dezhi[1], ha Juana a lavaras he gouestloù relijiel a leanez.

Ne vevas ket en ur gumuniezh jezuit gwech ebet, met bevañ treut a reas, ma klemme tud al lez alies e oa deuet ar palez da vout evel ur gouent.

Juana de Austria eo ar vaouez nemeti he deus bevet hag a zo marvet (d'ar 7 a viz Gwengolo 1573) evel jezuitez.

Notennoù

kemmañ
  1. En ul lizher eus an 3 a viz Genver 1555. 'Mateo Sanchez' eo an anv roet da Juana Aostria el lizher: un anv-kuzh a oa implijet abalamour da zoare politikel an afer.