Kamp Koñli

(Adkaset eus Kamp Conlie)

Kamp Koñli[1] pe Kamp Conlie[2](distagadur: ['kõːli][3]) (Camp de Conlie e galleg) a zo unan eus ar c'hampoù bet aozet gant gouarnamant ar Frañs e-kerzh Brezel 1870 etre Prus ha Frañs. Diazezet e oa e Conlie, e departamant ar Sarthe. Kerkent hag an 3 a viz Du 1870 e oa en em gavet eno an daou vil soudard kentañ (o tont eus Aodoù-an-Hanternoz) eus Lu Breizh renet gant ar jeneral Émile de Kératry. O vezañ na oa netra prest d'o degemer e oa bet ret sevel teltennoù war dizh...da c'hortoz ma vije erruet miliadoù a soudarded ouzhpenn. A-barzh fin ar gont, dre na zegemere respont ebet digant Léon Gambetta d'e lizheroù nec'het, en devoa de Keratry roet e zilez d'ar 27 a viz Du. D'an 13 a viz Kerzu e oa bet bodet betek 46 000 den, hep arm ebet, o patouilhat en douar peurc'hleb ar c'hamp a veze graet Kerfank anezhañ gant ar soudarded vrezhonek o-unan. N'eo nemet d'an 18 a viz Kerzu en devoa bet aotre Henri Delacoux de Marivault-Emeriau, ar jeneral rann-arme nevez-anvet e penn Arme Breizh, da vont kuit eus Kamp Koñli a-benn ar fin.

Kamp Koñli
military camp
StadFrañs Kemmañ
E tiriadKoñli Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°9′16″N 0°2′40″W Kemmañ
Map
Poanioù kamp Koñli, gwelet gant Jeanne Malivel el levr Histoire de Notre Bretagne (1922).
Kartenn-bost en eñvor Kamp Koñli.
Delwenn ur soudard breizhat eus Lu Breizh e Santez-Anna-Gwened.

Tizhet e oa bet ar c'hamp gant ar Brusianed d'ar 14 a viz Genver 1871 ha peurziskaret gante.

Gwalleurioù soudarded Arme Breizh a zo chomet sanket don e pennoù un toullad mat a Vretoned, evel ma tiskouez ar bomm da-heul, tennet eus E Skeud Tour Bras Sant Jermen gant Yeun ar Gow :
Hervez ma maeronez, e voe, er bloaz-se, ur goañvezh eus ar gwashañ, hag o devoe kalz Bretoned ac'hann paourentez ha dienez da c'houzañv leizh o chroc'hen, e Kamp Koñli. Darn anezho, skuizh oc'h ober bouzellenn voan hag o pilpasat er pri hag er vouilhenn, el lec'h displijus-se anvet gante « Kerfank », en em vodas ur wechad hag a dreuzas ar c'hamp o youc'hal a-bouez-penn : «Finister d'ar gêr ! Finister d'ar gêr ! ».

Émile de Kératry, komandant kamp Koñli.

Levlennadurezh

kemmañ
  • Camille Le Mercier d'Erm, L'étrange aventure de l'Armée de Bretagne, le drame de Conlie et du Mans, Dinard, À l'enseigne de l'Hermine, 1937.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. •«An neb en deuz he sinet dre zinatur e zorn/A zo bet e kamp Konli pa oa goansan ar zorn» [Bonneur] "Guerz nevez var ben ar brezel” (1870) (Joseph Ollivier “Catalogue bibliographique de la Chanson populaire en langue bretonne sur feuilles volantes” in Annales de Bretagne 1939, levr. 46, p.174); •Jarl Priel, Va Buhez e Rusia, 1955, p. 167. •F. Favereau, Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, Skol Vreizh, 1992, p.884b: «Conlie Koñli: kamp Koñli.»
  2. Breizh a-vremañ, F. Favereau, 2005, p. 169
  3. Distagadur brezhonek manet bev war-lerc'h diskennidi an dud bet eno.
 
Monumant e koun arme Breizh