Kaner-sonaozer
(Adkaset eus Kanerez-sonaozerez)
Ur c'haner-sonaozer a zo un den hag a gan kanaouennoù savet gantañ penn-da-benn, da lavarout eo ton ha son.
Pep hini a labour hervez e faltazi: darn a grog gant sevel an ton a-raok skrivañ ar son, pe ar gwerzennoù, darn all a ra ar c'hontrol. Gallout a ra ar c'haner-sonaozer skrivañ ton ha son war un dro ivez.
kaner-sonaozer
Iskevrennad eus | kaner, sonaozer |
---|---|
Tachenn vicherel | kanañ, sonaozañ, singer-songwriter music |
Produ | singer-songwriter music |
Stumm gourel an dikedenn | cantautor, auteur-compositeur-interprète, cantautore, kantavtor, dainininkas-dainų autorius |
Roll elfennoù | list of singer-songwriters by name |
Category for eponymous categories | Q34530555 |
Kanerien-sonaozerien e brezhoneg
kemmañXXvet kantved
kemmañ- Denez Abernot, a sav e holl ganaouennoù e brezhoneg
- Glenmor, en deus savet un nebeud kanaouennoù brezhonek (an darn vrasañ e galleg)
- Youenn Gwernig, en deus savet an darn vrasañ eus e ganaouennoù e brezhoneg (un toulladig zo teiryezhek)
- Mona Jaouen, he deus savet darn eus he c'hanaouennoù
- Georges L. Jouin, en deus savet kanaouennoù e brezhoneg, e saozneg pe e galleg
- Manu Lann Huel, a sav kanaouennoù e brezhoneg hag e galleg
- Gilles Servat, en deus savet un nebeud kanaouennoù brezhonek (an darn vrasañ e galleg)
- Alan Stivell, en deus savet un nebeud kanaouennoù brezhonek (hag un toulladig e galleg; sonioù kozh a gan kentoc'h, e brezhoneg pe gouezeleg)
XXIañ kantved
kemmañ- Gweltaz Adeux, a sav e holl ganaouennoù e brezhoneg
- Iwan B, a sav kanaouennoù e brezhoneg, e galleg pe e saozneg
- Dom Duff, a sav an darn vrasañ eus e ganaouennoù e brezhoneg (un nebeudig e saozneg)
- Brieg Guerveno, a sav e holl ganaouennoù e brezhoneg
- Youenn Gwilhanton, a sav an darn vrasañ eus e ganaouennoù e brezhoneg
- Nolwenn Korbell, a sav an darn vrasañ eus he c'hanaouennoù e brezhoneg (un nebeudig e galleg, kembraeg pe saozneg)
- Kristen Nikolaz, a sav an darn vrasañ eus e ganaouennoù e brezhoneg
- Denez Prigent, a sav e holl ganaouennoù e brezhoneg
- Armel an Héjer, a sav e holl ganaouennoù e brezhoneg
- Yann Raoul, a sav an darn vrasañ eus e ganaouennoù e brezhoneg
- Lleuwen Steffan, a sav kanaouennoù e brezhoneg (an darn vrasañ e kembraeg)
- Louis-Jacques Suignard, a sav e holl ganaouennoù e brezhoneg
- Bernez Tangi, a sav e holl ganaouennoù e brezhoneg