Gwarthaf
(Adkaset eus Kantrev Gwarthaf)
Gwarthaf a oa unan eus seizh kantrev Rouantelezh Dyfed, ha goude eus Deheubarth, e Kembre, er Grennamzer. Klotañ a ra gant un darn eus gevred Sir Benfro ha kornôg Sir Gaerfyrddin hiriv.
Kantrevoù amezek
kemmañ- Kantrevoù Penfro ha Daugleddau er c'hornôg.
- Uwch Nyfer e kantrev Cemais ha kantrev Emlyn en hanternoz.
- Kombod Gwidigada e Cantref Mawr ha kombod Cydweli e kantrev Eginog er reter.
Kombodoù
kemmañEizh kombod a oa e kantrev Gwarthaf.
E Gwarthaf edo Arberth, unan eus lezioù pouezusañ Dyfed, meneget e Pedair Cainc y Mabinogi, ha Caerfyrddin, krouet gant ar Romaned. Ennañ ivez edo lez ar roue e Hendy-gwyn ar Daf, ma voe manati gant Sistersianed Kembre.