Kaozeadenn Rummad:Tourioù-tan e Liger-Atlantel
Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant Llydawr e kaozeadenn Pevar goulenn
Pevar goulenn
kemmañPevar goulenn a deu d'am spered:
- Gwechall ne veze ket savet ur rummad evit ur pennad hepken. Ur reolenn (fur, a gavan) e oa e meur a wikipedia. ... Met lakaomp ne dalvezfe ket en hor wiki-ni (peadra d'ober ur votadeg, neketa?) ...
- Perak lakaat anv un departamant ? Bro-Naoned zo mat a-walc'h, pe n'eo ket ken?
- Daoust ha ret eo lakaat ur ger-mell dirak un anv-departamant?
- Perak lakaat un araogenn?
Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 18:49 (UTC)
- Bremañ ez eus div bajenn er rummad. Evit an tri goulenn all: graet am eus diwar patrom Rummad:Monumantoù istorel el Liger-Atlantel. Huñvreüs (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:15 (UTC)
- N'on ket sur e vefed kustum da lakaat araogenn na ger-mell en anvioù-se, setu perak e oan souezhet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:19 (UTC)
- Reishoc'h, d'am meno : https://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Bezioù-brezel_ar_C%27hommonwealth_e_Liger-Atlantel Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:21 (UTC)
- Ya, a-du penn da benn. Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:32 (UTC)
- Evit afer an departamant pe ar vro istorel, a-benn ar fin e c'helljed ober gant an daou, ma fell d'an nen bezañ resis war an holl dachennoù, met marteze n'eo ket ret. Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:33 (UTC)
- Neuze e vo ar memestra evit ar rummadoù a zo «er Mor-Bihan», «en Aodoù-an-Arvor» hag «en Il-ha-Gwilen» en o anv. Klask a rin ober ur roll. Rummadoù zo evit ar monumantoù istorel, d’an nebeutañ. Huñvreüs (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:55 (UTC)
- Ne gav ket ganen, amañ ez eus un 'n' fonetek a zo silet evit chom hep kaout un hiatus, an dra-se an hini eo @Bianchi-Bihan ? Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:59 (UTC)
- Mat eo, berroc'h e vo ar roll 😌.Huñvreüs (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 21:00 (UTC)
- Ne gav ket ganen, amañ ez eus un 'n' fonetek a zo silet evit chom hep kaout un hiatus, an dra-se an hini eo @Bianchi-Bihan ? Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:59 (UTC)
- Ya, a-du penn da benn. Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:32 (UTC)
AnviñEnvelReiñ anvioù zo diaes. Gwelloc’h e vefe goulenn ali ar gumuniezh en davarn, d’am soñj. Huñvreüs (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:24 (UTC)- Ya, diaes e c'hall bezañ a-wechoù ... betek-hen, met faziañ a c'hallan, e veze graet gant ur reolenn eeun (a vez kavet marteze er yezhadurioù) : ger-mell ebet dirak an anvioù -lec'hioù ... goude-se, petra a gomprener pa gomzer eus anvioù-lec'hioù? Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:33 (UTC)
- Lod a wel "en" evel "e + n", din n'eo ket : "en" eo ar ger orin, istorel, mat eta ... hag "e" zo un eeunadur ... (evel "pan" ha "pa" ) Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 20:09 (UTC)
- Ya, diaes e c'hall bezañ a-wechoù ... betek-hen, met faziañ a c'hallan, e veze graet gant ur reolenn eeun (a vez kavet marteze er yezhadurioù) : ger-mell ebet dirak an anvioù -lec'hioù ... goude-se, petra a gomprener pa gomzer eus anvioù-lec'hioù? Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 19:33 (UTC)
- Graet am eus ar roll ha goulennet am eus adenvel. Huñvreüs (kaozeal) 15 Ebr 2022 da 06:00 (UTC)
- "Daoust ha ret eo lakaat ur ger-mell dirak un anv-departamant?" ha "Perak lakaat un araogenn?" Gwir eo e kaver un tamm dizurzh er pezh a zo bet skriet betek-henn er Wikipedia brezhonek, hervez an dud o deus skrivet peurliesañ. Daoust hag ur reolenn hollek a c'haller kaout evit an anvioù departamantoù ? An anvioù departamantoù hag a zo renadennoù-anv, evel "Penn-ar-Bed", n'eus diaester ebet evito. Hag ar re all ? Evit an anvioù menezioù ha stêrioù e reer gant ur ger-mell : ar Pireneoù, al Liger. Neuze n'eo ket souezhus e vefe graet ivez gant ar Pireneoù-Atlantel hag al Liger-Atlantel. Evel-se hon eus graet peurvuiañ betek-henn, evit anvioù evel ar Sarthe, al Loiret, al Lippe pe an Doire. Ne welan ket perak e vefe paouezet. Ret eo ober heñvel evit an holl, ha n'eo ket evit "(al) Liger-Atlantel" hepken. Evit an eil goulenn ("lakaat un araogenn"), n'ouzon ket petra eo ar gwellañ : Tourioù-tan Breizh pe Tourioù-tan e Breizh ? --Llydawr (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 15:01 (UTC)