Lippe (departamant)
Al Lippe (en alamaneg: Lippe) zo anv unan eus an 13 departamant gall a voe krouet en Alamagn d'ar 1añ a viz Genver 1811, pa voe staget ouzh Bro-C'hall al lodenn-se eus ar vro, en amzer an Impalaeriezh c'hall kentañ, a badas betek 1815. Münster a oa ar pennlec'h.
An anv
kemmañDont a ra an anv eus hini ar stêr Lippe, he deus roet hec'h anv da stad dieub Lippe ha da gêr Lippstadt.
Savidigezh
kemmañEr mizioù a-raok ma voe krouet an departamant e oa
- arondisamantoù Rees ha Münster e departamant an Yssel-Supérieur,
- arondisamant Steinfurt er Bouches-de-l'Yssel
- arondisamant Neuenhaus en Ems-Occidental.
Krouet e voe an departamant pa voe staget Dugelezh Veur Berg ouzh Bro-C'hall.
Arondisamantoù ha kantonioù
kemmañ- Münster, kantonioù: Dülmen, Haltern, Münster, Nottuln ha Sankt Mauritz.
- Neuenhaus, kantonioù: Bad Bentheim, Heede, Neuenhaus, Nordhorn ha Wesuwe.
- Rees, kantonioù: Bocholt, Borken, Emmerich, Rees, Ringenberg ha Stadtlohn.
- Steinfurt, kantonioù: Ahaus, Billerbeck, Coesfeld, Ochtrup, Rheine ha Steinfurt.
Diskar
kemmañWar-lerc'h ma voe faezhet an impalaer Napoleone Buonaparte e 1814 e voe rannet an departamant etre Rouantelezh Hannover, ha Prusia.
Hiriv
kemmañEmañ an douaroù-se e stadoù Saks-Izel ha Nordrhein-Westfalen.