Kaozeal:Priedelezh
Testenn ouzhpennet pa oa bet ouzhpennet ganin e c'hellfe ivez ar briedelezh tennañ da goubladoù goured ha maouezed:
- "pe a-wechoù, abaoe nevezik zo, etre daou waz pe div vaouez" ????
Petra 'dalv ez-reis "nevezik 'zo"? kant vloaz? mil? ne gont nemet ar pezh a gaver e Kornôg Europa?
Kv.
- "UU ministers have been performing same-sex unions since at least the late 1960s":
- Diwar Unitarian Universalism
- "1989: October 1: Denmark: World's first legal modern same-sex civil union called "registered partnership"
- Diwar Timeline of same-sex marriage
- Lennit ivez: History of same-sex unions
Daveoù
kemmañKontañ a ra ar pezh a zo e Breizh da gentañ, e-kichen da-c'houde, hag un tamm pelloc'h war-lerc'h: betek-hen eo e Breizh emañ an darn vuiañ eus ar vrezhonegerien hag e vez kelennet brezhoneg er skolioù, met gwir eo n'on ket bet o welet er planedennoù all. A-hend-all ne ouien ket
- e oas o vont da glask da zaveoù gant ar "Unitarian Universalism" a seblant ken hollvedel hag ar republik c'hall,
- e oa "partnership" memes tra evel priedelezh, un tamm evel an dimeziñ etre Berlusconi hag AC Milano moarvat, met ur gentel saozneg zo mat da gaout.
Evel just e c'hallez treiñ ar pennadoù dedennus-se, ha kregiñ, war-lerc'h tro ar strollad komunourien, hini an ilizoù kristen. Plijet gant doue an unitarianed ma ne vo ket mesket pep tra. Bianchi-Bihan 9 Gou 2007 da 04:21 (UTC)
- Peurliesañ e vez termenet an traoù en un doare hollek ha da c'houde en un doare spishoc'h - pa reer ar c'hontrol e vez meneget "e Breizh" da skouer.
- Ur skouer e oa "Unitarian Universalism". Ne welan ket perak e vefe ur skouer washoc'h evit eben.
- Ya, ur "registered partnership" a c'hell bezañ ar memes tra evel "priedelezh" hervez an daore ma vez graet ez-lezennel eus ar priedelezh er vro-mañ'r-vro.
- Netra da welet gant ar gomunouriezh.
- : Lennit History of same-sex unions a-raok skrivañ teraoù evel-hen: "E broioù zo, abaoe penn-kentañ ar XXIañ, e vez graet dimezioù etre paotred pe etre maouezed." Neal (Kaozeal) 9 Gou 2007 da 07:21 (UTC)
- Kavout a ri talvoudus an destennig-mañ marteze (diwar Neutral point of view/FAQ):
- "Anglo-American focus
- Wikipedia seems to have an Anglo-American focus. Is this contrary to the neutral point of view?
- Yes, it is, especially when dealing with articles that require an international perspective. The presence of articles written from a United States or European Anglophone perspective is simply a reflection of the fact that there are many U.S. and European Anglophone people working on the project, which in turn is a reflection of the fact that so many of them are online. This is an ongoing problem that should be corrected by active collaboration from people from other countries. But rather than introducing their own cultural bias, they should seek to improve articles by removing any examples of cultural bias that they encounter, or making readers aware of them. A special WikiProject has been set up to deal with this problem. This is not only a problem in the English Wikipedia. The French Language Wikipedia may reflect a French bias, the Japanese Wikipedia may reflect a Japanese bias, and so on."
- Da lâret eo: kudenn ebet evit komz eus Breizh hag ar pezh a c'hoarvez eno. Mat hen ober ivez evel-just evit an abegoù bet roet ganit. Ret eo termeniñ ur c'heal pe ur fed e tremenoù hollek da gentañ e digoradur ur pennad avat.
Ar pennad-mañ a zo priedelezh, un dra anavezet e Breizh a-hed an istor. An unaniezhoù all, kozh pe nevez, zo danvez ur pennad all a c'halli sevel pa gari. Bianchi-Bihan 9 Gou 2007 da 08:38 (UTC)
- justamant - a-du penn-da-benn ganit: "priedelezh" eo titl ar pennad-mañ ha n'eo ket "priedelezh e Breizh". Ur rannbennad a c'hellfe bezañ "priedelezh e Breizh" hep kudenn ebet, met dre m'az eo hollek ha ledan an titl e rank bezañ ken ledan ha ken hollek all an digoradur. N'eo ket dav sevel ur pennad all: skrivañ diwar-benn ar pezh a gaver en titl a vefe trawalc'h din. --Neal (Kaozeal) 9 Gou 2007 da 09:25 (UTC)
Pa blant Neal e fri en ur pennad eo e vennozhioù-eñ a rank bezañ e-barzh. Setu an neptuegezh hervezañ. Aesoc'h e vije ma lavarfes peseurt tachennoù a virez dit, hag a zo berzet ouzh ar re all. Bianchi-Bihan 9 Gou 2007 da 13:06 (UTC)
Diverkañ pennadoù
kemmañN'eo ket peogwir eo bet boulc'het ur pennad gant ur c'henlabourer bennak ma c'hell bezañ distrujet ganti/añ hep abeg ebet ha/pe hep goulenn ali ar gumuniezh rak n'eo ket perc'hen ar pennaozer war ur pennad, perc'hen warnañ eo ar gumuniezh. Restaolet ar pennad-mañ. Merour (Neal) (Kaozeal) 9 Gou 2007 da 14:12 (UTC)
- Restaolet d'ar Perc'henn. Bianchi-Bihan 9 Gou 2007 da 16:28 (UTC)
Niver a stadoù ma c'heller paotred dimeziñ gant paotred ha mouezed gant maouezed
kemmañ- ne gomprenan ket perak out ken chalet all gant ar fed ma c'hell paotred dimeziñ gant paotred ha maouezed gant maouezed. Ouzhpenn, dre fellout kousto pe gousto menegiñ an niver (bihan pe vras, ne vern) a vroipù ma c'hell dimeziñ paotred gant paotred pe maouzed gant maouezed e faziez - sell mat ouzh ar sifroù ur wezh all ha klask reizhañ ar fazioù silet e-barzh. (a clue: Laouenoc'h e vi rak izeloc'h eo an niver a vroioù/stadoù evit ar re meneget ganit...) Neal (Kaozeal) 12 Gou 2007 da 20:45 (UTC)
Rev
kemmañNe gomprenan ket perak e teu an aotrou merour da glask rev adarre. Klasket em boa boulc'hañ ur pennad, labourat sioul d'e sevel dereat, dic'hoantet on bet gant da zoareoù tagnous ur wech ouzhpenn. Lezet em eus an dachenn gant he Mestr, ha n'eo ket laouen c'hoazh.
Ha pa gomzer eus levenez, me ne vin laouen nemet pa baouezi gant da zoareoù, hag unan anezho zo klask lakaat da grediñ e c'hallan laouenaat pe tristaat gant dimezioù etre tud zo, pe gant un niver da lakaat en ur pennad. Ne yan ket da welout peseurt sifroù a lakaez ez pennadoù, gerontofiliezh pe komunouriezh, ha ne ran forzh. Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 03:31 (UTC)
- Setu ma respont diwezhañ. Ne skrivin ket pelloc'h diwar-benn an afer-mañ.
Gwelloc'h e vije bet dit kregiñ gant ar frazenn-se, nebeutoc'h a amzer a vije bet kollet. Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 09:33 (UTC)
- 1. Da gentañ holl n'eo perc'henn den ebet war ur pennad bennak bet boulc'het ganti/añ pe get. Kemmet a c'hell bezañ an holl bennadoù gant an holl implijerion/ezed:
- "N'eo ket ret goulenn asant an hini ma oa bet boulc'het ar pennad gantañ/i bewech mar fell dit labourat warnañ pe e reizhañ. N'eus den ebet a gement zo perc'henn war ur pennad eus ar Wikipedia e gwirionez. Seven eo neoazh mont d'ar bajenn gaozeal ha displegañ da abegoù ha gortoz ma vije respontet dit a-raok kas da-benn kemmoù bras pe kemmoù a c'hellfe sevel tabut diwar o fenn" (diwar Fallvarchoù boas
- 2. Ar gwir o deus ar verourion koulz hag ar re all da gemer gemmañ pennadoù ha da reiñ o soñj personel. Amañ eo bet diforc'het mat an degouezhioù p'am eus kemeret perzh evel implijer boutin hag an degouezhioù p'am eus kemeret perh evel merour.
- 3. Diaes e vefe lakaat an dud da grediñ, d'am soñj, penaos e c'hellfe bezañ lakaat da "rev" ar fed m'eo bet ouzhpennet ganin da dermenadur pennañ ar pennad-mañ en digoradur ar frazenning-mañ:
- "Ar briedelezh eo ar stad a vuhez a zo bet aozet, dre un emglev hervez al lezenn, etre ur paotr (ar pried, ar gwaz pe an ozhac'h), hag ur plac'h (ar bried pe ar wreg), pe a-wechoù ivez etre daou waz pe div vaouez hervez lezennoù un nebeud broioù zo, en oad da zimeziñ hervez al lezenn da sevel un tiegezh"
- 4. Ganit eo bet freuzet ar pennad-mañ da vat koulskoude dre e c'houllonderiñ hag klask e diverkañ hep goulenn asant ar gumununiezh. Ur wezh all: n'out ket-te perc'henn war pennad ebet, zoken ar re bet savet ganit penn-da-benn.
- 5. Mar fell ditr kaozeal eus pennadoù kae kentoc'h war ar pajennoù kaozeal stag oute. Arabat klask meskañ pep tra adarre. N'eo ket ar ger "komunouriezh" ur ger hud - da lârete eo n'eo ket peogwir e lârez hag e adlârez "komunour" ac'hanon ma vo reizh an traoù all a lârez diwar-bbenn ar pennad-mañ.
- 6. Ret e vo din reizhañ ar fazioù bet lakaet er pennad-mañ ganit. Bez ar vadelezh da deurel ur sell ha klask kompren ar fazioù-se bet silet er pennad-mañ dre da faot.
- 7. Kloz ar gaozeadenn-mañ ganin.
--Neal (Kaozeal) 13 Gou 2007 da 09:12 (UTC)
Ur wech ouzhpenn e lar daou pe dri gaou an aotrou merour: n'em eus graet anv ebet anezhañ, nemet merour e ve. Met pep digarez zo mat dezhañ da glask rev. Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 09:42 (UTC)
Treuzkasoù
kemmañKavout a ran reizh ar fed m'eo bet kaset ul lodenn eus an destenn d'ur pennad all gouestlet da dem an Dimezioù etre paotred pe etre maouezed bet kaset da-benn gant Bianchi-Bihan. Evit sklaeraat an traoù avat e vefe mat kompren em boa ouzhpennet an tammig testenn-mañ:
- "E 2004 avat e oa bet votet ar C'hevread Keodedel civil partnership) er Rounatelezh Unanet o reiñ da goubladoù heñvelrevidi/ezed an hevelep deverioù ha gwirioù dimeziñ evit an aralrevidi/ezed met dindan un anv disheñvel diouzh "priedelezh"."
evit klokaat an destenn-mañ da heul savet gant Bianchi-Bihan:
- "E Bro-Saoz e oa bet votet an Nullity of Marriage Act e 1971, a embann fraezh n'eus ket a zimeziñ pa vez tud eus ar memes reizh."
A galon, Neal (Kaozeal) 17 Gou 2007 da 07:56 (UTC)
pellaat
kemmañUr pennad all a zo, abaoe ur frapad, evel a ouzout walc'h, evit degemer ar seurt danvez a groge da zigempouezañ ar pennad-mañ, o pellaat diouzh ar penndanvez anezhañ. Ganit em eus desket c'hoari gant kas-adkas. Bianchi-Bihan 17 Gou 2007 da 12:07 (UTC)
- Eilet diwar ma evezhiadenn gent ha lakaet e druz: "Kavout a ran reizh ar fed m'eo bet kaset ul lodenn eus an destenn d'ur pennad all gouestlet da dem an Dimezioù etre paotred pe etre maouezed bet kaset da-benn gant Bianchi-Bihan." Neal (Kaozeal) 17 Gou 2007 da 13:20 (UTC)
- Komprenet em boa adal ar wech kentañ. Bianchi-Bihan 17 Gou 2007 da 15:11 (UTC)