Kartenn douaroniel vrezhonek Breizh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un nebeud kartennoù douaroniel war baper zo bet savet e diwezh an XXvet kantved hag e derou an XXIvet kantved. Hollvrezhonek n'int ket avat, hogen brezhonekaet un tamm, pa ne c'heller ket enlakaat anvadurioù brezhonek-rik hepken. Ouzhpenn-se ez eus ur gartenn douaroniel enlinenn evit ar bed a-bezh, ma c'heller eztennañ un doare brezhonek a-drugarez d'an diaz roadennoù douartakadel OpenStreetMap ha da gartennourienn berzhiadek.
Kartenn hentoù Breizh
kemmañGant arc'hant Ofis ar Brezhoneg kentañ (dindan stumm ur gevarzhe) ha diwar e intrudu e oa bet fiziet en embregerezh Blay Foldex S.A. sevel ha lakaat moullañ ar gartenn hentoù vrezhonek nemeti, embannet gant an Ofis e 2003. Moullet war baper ha plegus eo, ha dispakañ a ra Breizh a-bezh gant lec'hanvioù reolataet e brezhoneg er brezhonegva, gant kêrioù brasañ ar Reter. Ar stumm ofisiel[1] zo bet miret evit al lec'hioù all.
Gant an embann-se e kavas Ofis ar Brezhoneg an tu da ziskouez darn eus al labour war al lec'hanvadurezh en doa embreget, goude bezañ bet hêr kevrenn ar panelloù henchañ krouet gant Skol-Uhel ar Vro.
Kartenn douaroniel vrezhonek Breizh gentañ evit ar skolioù
kemmañE 2010 e tivizas Skol-Uhel ar Vro lakaat war ar stern kartenn-voger Breizh war gartoñs a c'hellfe bezañ dispaket e salioù ar skolioù. Kinniget e voe ar raktres gant Mickaël Couteller, kelenner war an Istor hag an douaroniezh, ha Ronan Alain, mestr-skol ha bet studier en douaroniezh. Un doare brezhonek war un enebenn hag unan gallek war an eil a voe dispaket evit ma c'hellfed tizhout an holl skolioù. Dispaket eo Breizh en e fezh, gant he harzoù istorel trolinennet. Dre vras ez eo bet aozet an tres hag al livioù evit degas da soñj ar c'hartennoù-moger skolel a veze gwerzhet gant Armand Colin gwezhall, dindan atebegezh Vidal de la Blache.
E 2014 e voe an embannadenn gentañ ; adembannet heñvel e voe e 2015 hag e 2018. Digoust e voe dasparzhet e voe er skolioù, skolajoù ha liseoù Breizh.
Eil embannadur kartenn douaroniel vrezhonek Breizh gentañ evit ar skolioù
kemmañE 2022 e tivizas Skol-Uhel ar Vro adembann an hevelep kartenn, reizhet ha kemmet e keñver tevder anvioù ar c'hêrioù ha lec'h an elfennoù evit bezañ a-blom gant deskadurezh an Eil derez. Goulennet eo bet asant ar pennadurezhoù deskadurel ha ne voe kavet abeg ebet e-keñver harzoù Breizh.[2]
Kartenn enlinenn o tispakañ doare brezhonek al lec'hanvioù
kemmañAdalek 2017, ur skipailhig tud dindan an anvadur OSM (OpenStreetMap) e brezhoneg en deus broudet muioc'h a dud da enlakaat lec'hanvadurioù brezhonek e-barzh OpenStreetMap dre m'o deus degaset an ostilhoù stlennek a zo rekis evit sevel ur gartenn vrezhonek enlinenn[3]. Ma n'eus ket bet silet lec'hanv ebet e-barzh an tikedenn name:br e vez dispaket anv ofisiel al lec'h.
Leuniet mat a-walc'h eo an tikedennoù name:br er brezhonegva, ken e c'heller lakaat ar gartenn enlinenn da unan a zo bet brezhonekaet er pastelloù-bro-se.
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ E Breizh e kaver lec'hanvioù brezhonek dindan reizhskrivadurioù termenet a vareoù da vareoù pe lec'hanvioù galloek kemmet pe get.
- ↑ (fr) Victoria Geffard : Une carte de la Bretagne à cinq départements bientôt distribuée gratuitement dans les écoles ; 'Ouest-France, 12 Ebrel 2022. Kavet : 27 Meurzh 2023..
- ↑ (fr) 'OpenStreetMap'. Kavet : 27/ Meurzh 2023..