Karv kuch
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Isurzhad : | Ruminantia | ||
Kerentiad : | Cervidae | ||
Genad : | Elaphodus | ||
Anv skiantel | |||
Elaphodus cephalophus Milne-Edwards, 1872 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'harv kuch (Elaphodus cephalophus) a zo ur c'harv bihan hag a vev e Sina ha Myanmar. Ar spesad nemetañ eo er genad Elaphodus.
Doareoù pennañ
kemmañTennañ a ra ar c'harv kuch d'ar muntjak. Etre 17 ha 50 kg eo e bouez, 110 ha 160 cm e hirder (gant ul lost etre 7 ha 16 cm), ha war-dro 60 cm e vent (live e skoaz).
Gris-teñval pe gell eo e vlevenn ha gwenn e gof, e lapennoù, beg e zivskouarn ha dindan e lost. Dont a ra e anv eus ar guchenn vlev war e dal hag a c'hell kuzhat kerniel bihan ar par.
N'eus rakdant ebet en e veg met dent-lagad hir heñvel ouzh stilhonoù.
Pa vez ganet ar menn-karv ez eus div renkennad pikoù war e gein a bep tu d'e livenn-gein. Steuziañ a reont kuit gant an amzer.
Gouennañ
kemmañGouennañ a ra e fin an diskar-amzer ha penn kentañ ar goañv ha ganet e vez ur menn pe zaou en hañv goude un dougen 180 deiz.
Dont a ra d'e oad gour etre 1.5 ha 2 vloaz.
Emzalc'h
kemmañAn aliesañ e vev ar c'harv-kuch en e-unan hag a-wechoù a-goubladoù. Harzhal a ra pa vez nec'het a-benn kelaouiñ ar c'hirvi all.
Oberiant eo dreist-holl e fin an deiz ha diouzh an noz.
Boued
kemmañEn em vagañ a ra diwar delioù, briñsennoù, frouezh ha geot.
Annez
kemmañBevañ a ra e rannvroioù koadek, etre 300 ha 4600 metr a-us live ar mor.