Kastell Champtoceaux
Kastell Champtoceaux, anvet Châteauceaux gwechall, a oa unan eus ar c’hestell-kreñv a oa war harzoù Breizh ha Bro-C’hall er Grennamzer. Savet e voe war ur roz, war ribl su al Liger, 9 km diouzh Ankiniz ha 25 km diouzh Naoned.
MONUMANT ISTOREL |
---|
Abalamour d’al lec’h ma oa, war lez al Liger ha war an harzoù etre Breizh hag Anjev, e voe pouezus ar c’hastell-se e-pad pell. Hervez ar mareoù e voe etre daouarn dugelezh Breizh, kontelezh Anjev ha rouantelezh Bro-C’hall. E 1420 e voe roet urzh gant an dug Yann V, hag a oa bet bac’het ennañ, d’e gas d'an traoñ.
E 942 e voe aloubet korn-bro Champtoceaux gant Alan Varvek, dug Breizh. Goude marv hennezh e addimezas e intañvez Roscille Bleaz da Foulk II, kont Anjev hag helebini a voe diwar neuze etre pennoù Breizh ha re Anjev da c’houzout gant piv ez afe Champtoceaux. E-pad pell e voe e marzioù dispartiañ Breizh hag Anjev. En eskopti Naoned edo ar barrez avat.
E 988 e voe savet ar c’hastell, gant Foulk Nerra, kont Anjev. En tu all d’ar stêr, en Oudon, e oa ur c’hastell all, bet savet en 846 gant Nevenoe, roue ar Vretoned. E Champtoceaux e oa neuze ur gêr difennet gant mogerioù-kreñv hag ur c’hastell war an uhel, gant ur pont-gwint, daou dour-meur, ur chapel... Ar c’hastell a voe lakaet seziz warnañ meur a wech a-hed ar c’hantvedoù :
- e 1141 gant Jafrez V, kont Anjev ;
- e 1173 gant Herri II Plantagenêt, kont Anjev ha roue Bro-Saoz ;
- e 1224 gant Pêr Brizhkloareg, dug Breizh.
- e 1230 ha 1234 gant Loeiz IX, roue Bro-C’hall, a stalias e lez eno div wech, gant e vamm Blanche de Castille hag e wreg Marc'harid Provañs ;
- e 1341 gant dug Normandi, roue da zont Bro-C’hall Yann ;
- e 1367 gant Yann IV, dug Breizh ;
- e 1387 gant Loeiz II, dug Anjev ;
- hag e 1420 e voe lakaet seziz war Champtoceaux evit ar wech diwezhañ gant ar Vretoned. Pedet e oa bet dug Breizh, Yann V, da zont da gastell Champtoceaux gant Marc'harid Klison, a oa intañvez Yann Iañ Châtillon, mab da Charlez Bleaz ha Janed Pentevr. Bac’het e voe ganti ha neuze e voe lakaet seziz war ar c’hastell gant un armead Bretoned ha Saozon. Goude tri miz e voe trec’h ar Vretoned ha dieubet Yann V. Reiñ a reas urzh neuze da beurziskar ar c’hastell.
Yann III, dug Breizh, a voe ganet e kastell Champtoceaux d'an 8 a viz Meurzh 1286.
Hiziv ne chom nemet rivinoù eus kastell kozh Champtoceaux.
Levrlennadur
kemmañ- Les origines féodales de Châteauceaux gant an tad Bourdeault, Bulletin de la Société Archéologique de Nantes et de la Loire-Inférieure, 1913.
- Champtoceaux, un bourg castral de frontière, Philippe Boeckler, mestroniezh, Skol-veur Pariz 1, 2007.