Kastell Lanniron eo bet ti-hañv eskibien Kerne e-pad bloavezhioù. Emañ e kumun Kemper, war lez an Oded.

Demeurañs Lanniron

Er XVvet kantved, an Aotrou Rozmadeg en doa lakaet sevel e Lanniron ti eskibien Kerne, ur maner karrez e beder zourell.

E dibenn ar XVIIvet kantved, an aotrou Koedlogon a lakaas sevel ul liorzh mod Frañs diouzh doare hini Versailhez, gant leurennoù, balioù, oglennoù hag un orañjerez.

Da vare an Dispac'h Gall e oa bet gwerzhet an domani evel mad broadel. E 1822 e oa bet adprenet gant un denjentil saoz hag en doa lakaet sevel, e plas ar maner, un demeurañs mod Italia gant talbennoù tric'hornek ha porchedoù.

Park ar plant, 46 devezh arat ennañ, zo bet lakaet war roll ar Savadurioù Istorel, ha gallout a reer e weladenniñ.

Liamm diavaez

kemmañ