Kastell Perzell a reer e brezhoneg[1] eus ur c’hreñvlec’h a zo en aod Plougonvelen, e Bro-Leon. Emañ war un enezennig a zo stag ouzh an douar-bras war-bouez un dreuzell. Talvezet en deus ar c’hreñvlec’h-se, e-pad pell, da ziwall mulgul Brest.

Kastell Perzell, e Plougonvelen

Eus dibenn ar XVIIvet kantved eo ar savadur a weler bremañ. Met moarvat e oa bet ur c’hastell all eno a-raok, unan hag a vije bet savet gant "duged Breizh". Eus 1474 eo ar meneg kentañ eus ar c’hastell-se anvet "kastell Perzell" pe « chasteau de Perzell »[2].

Kreñvlec’h Vauban

kemmañ

E 1558 e oa bet distrujet ar c’hastell kentañ-se. Gant Vauban e voe divizet sevel ur c’hreñvlec’h eno, e 1689, da ziwall morlenn Brest ha diarbenn argadennoù ar Saozon. Lec’hiet-brav e oa kastell Perzell, etre Beg Lokmazhe ha Mulgul Brest. E 1694 e voe gwelet talvoudegezh ar c’hreñvlec’h hag e strollad-kanolioù pa voe diarbennet ur strollad listri saoz hag hollandat a glaske tagañ porzh Brest, e-pad emgann Kameled.

N’eo nemet e 1835 e oa bet savet an dreuzell gentañ a stage ar c’hreñvlec’h ouzh an douar-bras. Kent-se e veze graet gant ur baner stag ouzh ur fun da vont betek an enezennig. Kreñvaet e oa bet ar savadur etre 1880 ha 1890.

E-pad an Eil Brezel-bed e voe implijet ar c’hreñvlec’h gant soudarded Alamagn evel-just ha talvezout a reas dezho betek dibenn emgann Brest e miz Gwengolo 1944. Goude ar brezel e voe lezet ar c’hreñvlec’h hag an enezennig e gouezeri, e-pad ouzhpenn 40 vloaz, ha pa oa perc'hennet gant an arme.

Bremañ

kemmañ

E 1990 e oa bet prenet ar c’hreñvlec’h gant kumun Plougonvelen. Abaoe ez eus bet graet furchadegoù ennañ ha labourioù zo bet kaset da benn evit adkempenn ar savadur hag evit ma vefe aes da weladenniñ. Meur a wech eo bet ret adsevel an dreuzell, kaset kuit gant korventennoù e-pad ar goañv. E-pad an hañv ez eus bet meur a wech abadennoù “tan ha kurun” war an enezennig, gant Strollad ar Vro Bagan, pe c’hoazh sonadegoù.

Lennegezh

kemmañ

Anv zo eus kastell Perzell en ul levr bannoù-treset eus an dastumad L'épervier.

Notennoù

kemmañ
  1. Geriadur Gregor Rostren, 1732, p. 90 ; KerOfis
  2. Y. Chevillotte, Le château de Bertheaume, la pointe de Perzel, des origines à Vauban, Bulletin Archéologique de l’Association Bretonne, 1992, pp. 253-264

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.