Kastell Trevare
Emañ Kastell Trevare[1] e kumun Sant-Wazeg, e departamant Penn-ar-Bed ha e Bro Gerne.
MONUMANT ISTOREL |
---|
Kastell Trevare, gwelet eus tu ar c'hreisteiz |
Istor
kemmañGraet e vez Maner Trevare anezhañ ivez ha lesanvet e vez "ar Maner Ruz" abalamour da liv ruz ar mogerioù brikennoù.
Savet e voe etre 1893 ha 1907, ouzh tor Roc'h an Aotrou, er Menez Du, gant an tisavour Walter-André Destailleur evit James de Kerjégu, ur politiker genidik eus Sant-Wazeg a voe kannad ha prezidant ar c'huzul-departamant. Fellout a rae da hennezh lakaat sevel war e zouaroù ur savadur a vefe ennañ an holl aezamantoù a oa en e amzer : tommerezh kreiz, dour tomm e pep lec'h en ti, privezioù, saverez... Mervel a reas e 1908, bloaz goude ma voe echu al labourioù. D'e verc'h ha d'e vab-kaer e tremenas ar c'hastell met ul lec'h vakañsiñ e oa evito ha biskoazh ne voe tud o vevañ ennañ ingal e gwirionez.
E 1941 e voe ac'hubet ar c'hastell gant ofiserien alaman, a chomas da lojañ ennañ a-hed an Eil Brezel-bed. Bombezet e voe gant kirri-nij ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) d'an 30 a viz Gouere 1944.
Dilezet e voe goude ar brezel. Adprenet e voe gant kuzul-departamant Penn-ar-Bed e 1968. Abaoe ez eo bet adkempennet tamm-ha-tamm ar c'hastell hag al liorzhoù a zo tro-dro dezhañ.
Ar c'hastell
kemmañSavet eo bet ar c'hastell gant greunit Kersanton (Loperc'hed) ha gant brikennoù. E 1904 e oa bet dibabet da vezañ kinniget e diskouezadeg hollvedel Chicago. Abaoe 2009 emañ war roll ofisiel ar monumantoù istorel : ar c'hastell, ar chapel, lojeiz an implijidi, ar marchosi hag an atant arnodel a zo stag outañ[2],</ref>(fr) IA29000217 idem</ref>. Ne c'haller gweladenniñ nemet ul lodenn eus ar c'hastell, hag ingal e tegemer diskouezadegoù.
Ul lid d'ar chaseal
kemmañEmañ al liorzh 170 devezh arat war roll al « liorzhoù heverk »[3] abaoe 2006. Savet e oa bet evit reiñ ton d'ar chaseal, un dodenn hag a zistro ingal a-hed an alezioù. Ijinet e oa bet diwar patrom liorzhoù ar XVIIvet hag an Patrom:18vet kantved. Ur chapel zo gouestlet da sant Hubert de Liège, sant paeron ar chaseal, hag ur feunteun e kreiz al liorzh en hanternoz d'ar c'hastell.
El liorzh doare an Azginivelezh e kornôg ar chapel ez eus poulloù-dour gouestlet d'ar chaseal, ur pezh hoc'h-gouez en e gustod a-us dezho.
Ar chase a zeu en dro c'hoazh gant delwennoù ar vugale mistri [ki|chas]].
Ar fabrikoù, a oa stalioù-labour evit al liorzhourien a-wechall, zo bet adkempennet evit bezañ ul lodenn eus al liorzh gant ur feuntenn hag ul lamm-dour. Beolioù ha feunteunioù a-leizh zo a-hed alezioù al liorzh.
Meur a liorzh disheñvel zo war an domani. Ul liorzh italian gant he foull-dour, liorzh al lamm-dour e ma oa ar fabrikoù gwechall, ar park mod saoz gant dastummadegoù plant a zegas brud d'al liorzh, brug-roz, kamellia, fuchsia, roz-kaouled da skouer.
E reter ar c'hastell ez eus bet savet liorzhioù arnevez diwezhatoc'h, evel al liorzh « Bleiz, pelec'h emaout ? », ur seurt milendall gant plant savet en-dro d'ur bleiz kuzhet a-dreñv ur speurenn goad.
A-hed ar bloaz e vez diskouezadegoù war domani Trevare, a-zivout ar plant evel-just hag a-zivout ar vuhez arzel dre vras.
-
Ul lodenn eus ar c'hastell
-
Ar c'hastell, gwelet eus tu an hanternoz
-
Ar porrastell
-
Ar marchosi
-
Liorzh an Azginivelezh
-
Poulloù-dour liorzh an Azginivelezh gant an hoc'h-gouez en e gustod
-
Feunteun sant Hubert
-
Feunteun ar Fabrik
-
Chapel Sant-Hubert
-
Gourenerion e gourliorzh ar c'hastell (livadur gant Adolphe Pierre Leleux, 1864)
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) Le domaine de Trévarez (e galleg hepken)
Notennoù
kemmañ- ↑ E galleg e skriver peurliesañ "Trévarez", met n'eus Z ebet er stumm orin brezhonek, a oa skrivet « Trevaray » e 1426. Diwar levezon ar stumm gallek e kaver an daou stumm Trevare ha Trevarez er skridoù brezhonek. Trevare eo ar stumm erbedet gant Ofis Publik ar Brezhoneg ([1])
- ↑ (fr) PA00090415 Ministère de la Culture, base Mérimée
- ↑ (fr) IA29000217 Ministère de la Culture, base Mérimée, Notice