Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Gwened ha kestell Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kastell an Erminig
Kastell an Erminig (Ostel Lagorce), e kêr Gwened.
Kastell an Erminig (Ostel Lagorce), e kêr Gwened.
Anv gallek Château de l'Hermine
Marevezh pe stil Krennamzer
Doare kastell Kastell-kreñv
Deroù ar savidigezh 1380
Dibenn ar savidigezh 1385
Perc'henn kentañ Dug Breizh
Implij orin Annez an dug
Implij a-vremañ distrujet
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ 47° 39′ 22″ N, 2° 45′ 22″ K
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Gwened Bro-Gwened
Departamant Mor-Bihan
Kumun  Gwened

Kastell an Erminig e oa anv, pe lesanv, kastell Gwened ma veze duged Breizh o chom er XVvet kantved a-raok mont da gastell Naoned da chom. Ober a ra ul lodenn eus ramparzhioù Gwened.

 
Kartenn rivinoù kastell an Erminig

Ar c'hastell gwechall

kemmañ

An anv-mañ a voe roet d'ur c'hastell savet gant an dug Yann IV entre 1380 ha 1385 da greñvaat kêr Gwened ha da ober e annezlec'h. Savet e voe e reter ar gêr gloz, war douaroù prenet gant an dug e 1380. Ur wech savet ar c'hastell, e voe prenet douaroù all gantañ c'hoazh, er reter evit ober ul liorzh vras. Eno emañ liorzhoù ar Waremm hiziv.

E Kastell an Erminig e voe ganet Yann V, mab Yann IV. Eno ivez e voe lidet eured Frañsez II gant e wreg Marc'harid Breizh e 1455. Goude eured Anna Breizh gant ar roue gall Charlez VIII avat, ne voe ket implijet ar c'hastell kement. Eno e oa gouarnour Gwened o chom, hag eno ivez e voe degemeret ar roue Frañsez Iañ e 1518 hag e 1532, met tamm-ha-tamm goude-se e voe dilezet. Loeiz XIV a roas aotre da adimplijout lod eus ar mein da echuiñ kaeoù ar porzh.

E 1785 e voe savet, war ar rivinoù-se, ar savadur a weler hiziv, an Ostel Lagorce, ha n'eo ket ur c'hreñvlec'h krennamzerel ken.

Eno emañ Skol-Uhel ar Vro hiziv.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.