Kastilha ha León
(Adkaset eus Kastilha ha Leon)
Kastilha ha Leon (spagnoleg, Castilla y León) a zo unan eus an 17 kumuniezh emren Spagn. Kenaozet e oa bet gant Kastilha Gozh (spagnoleg Castilla la Vieja) ha León e 1983. Rannvro vrasañ Spagn eo gant 94,223 km² hag ur boblañs a 2.5 milion a dud.
Rannvroioù amezek
kemmañProviñsoù Kastilha ha León
kemmañNav zo anezho:
- proviñs Ávila,
- proviñs Burgos,
- proviñs León,
- proviñs Palencia,
- proviñs Salamanca,
- proviñs Segovia,
- proviñs Soria,
- proviñs Valladolid,
- proviñs Zamora.