Katekiz ar vugale vihan
Katekiz ar vugale vihan evit Kemper ha Leon zo ul levr katekiz embannet e Kemper e 1911[1]. Ul levrig 40 pajenn eo, "moullet e ti Arsène de Kerangal, mouller an eskopti" evel ma z'eo skrivet war ar golo melen, gant ar "priz: 4 guennek".
An oberour kemmañ
Ur rakskrid zo, titlet Klevit mad, sinet gant Adolph, eskob Kemper ha Leon a grog evel-hen: Ar C'hatekiz-mab a zo bet great gant Aotrou'n Eskob Guened hen deuz roet aotre deomp da voulla anezan ive d'Hon eskobti. Diaes krediñ e vefe bet savet ar c'hatekiz gant eskob Gwened e-unan, met marteze gant unan eus e veleien ha kuzulierien.
Danvez al levr kemmañ
- Pajenn 2, ur rakskrid gant Adolph, eskob Kemper ha Leon
- Pajenn 3, Peden ar bugel kristen, ma kaver : Ar Bater, An Ave maria
- Pajenn 4, Ar Gredo, Ar Gonfiteor, Gourc'hemennou Doue Giz Leon
- Pajenn 5, Gourc'hemennou an Iliz Giz Leon, Gourc'hemennou Doue Giz Kerne, Gourc'hemennou an Iliz Giz Kerne,
- Pajenn 6, Gourc'hemennou Doue Giz Treger, Gourc'hemennou an Iliz Giz Treger, Akt a Feiz
- Pajenn 7, Akt a Esperanz, Akt a Garantez, Akt a Gontrision
- Pajenn 8, Pedennou stag outo induljansou
- Pajenn 9, Petra ra ar bugel devot
- Pajennoù 10-11, ma krog Katekiz ar vugale vihan da vat, gant ar C'henta kentel: Doue, enni dek goulenn ha dek respont, evel ar goulenn kentañ:
- Piou hen deuz krouet ar bed? 1. Doue eo hen deuz krouet ar bed ha kement tra zo ennan.
- Pajenn 12, Eil Kentel - An Dreinded sakr (10 goulenn)
- Pajenn 13, Trede Kentel - Krouadurien Doue (8 goulenn)
- Pajenn 14, Pederved Kentel - Krouadurien Doue (kendalc'h) (7 goulenn)
- Pajennoù 15-16, Pemved Kentel - Jesus-Krist (7 goulenn)
- Pajennoù 17-18, C'houec'hved Kentel - Buez Jesus-Krist (11 goulenn)
- Pajennoù 18-19, Seizved Kentel - Ar Redampsion (8 goulenn)
- Pajenn 20, Eizved Kentel - Ar Pec'hed hag ar Finvesiou diveza (7 goulenn)
- Pajennoù 21-22, Naved Kentel - Ar Pec'hed hag ar Finvesiou diveza (kendalc'h) (8 goulenn)
- Pajennoù 22-23, Dekved Kentel - An Iliz (9 goulenn)
- Pajenn 24, Unnekved Kentel - Ar Vadiziant hag ar Gonfirmasion (7 goulenn)
- Pajennoù 24-25, Daouzekved Kentel - Sakramant ar Binijen (10 goulenn)
- Pajennoù 26-27, Trizekved Kentel - Sakramant ar Aoter hag ar Gommunion (11 goulenn)
- Pajennoù 27-28, Pevarzekved Kentel - Ar Zakramanchou all (10 goulenn)
- Pajenn 29, Pemzekved Kentel - Ar Gristenien vad (6 goulenn)
- Pajennoù 30-31, C'huezekved Kentel - Karet an Aotrou Doue (9 goulenn)
- Pajennoù 31-32, Seitekved Kentel - Karet an Nessa (7 goulenn)
- Pajenn 32, Kentel diveza - Ret eo deski ar Relijion (3 goulenn)
- Pajenn 33-36, Penaoz en em gemer evit kovez
- Pajenn 37-39, Evit en em brepari da gommunia
- Pajenn 40, Taolen