Ur pennad Kea (enez) zo ivez.
Kea

Nestor notabilis,
luc'hskeudennet e Zoo Cincinnati
(Ohio, Stadoù-Unanet Amerika).


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Psittaciformes
Kerentiad : Strigopidae
Genad : Nestor (genad)
Anv skiantel
Nestor notabilis
Gould, 1856
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hea(Daveoù a vank) a zo ur spesad perokeded, Nestor notabilis an anv skiantel anezhañ.

Doareoù pennañ

kemmañ
 
Nestor notabilis,
treset gant W. T. Greene (1884).

Ur peroked bras eo Nestor notabilis, war-dro 48 cm e hirder ha 0,800-1 kg a bouez ennañ.

Gwer olivez eo liv pennañ e bluñv, ruz-orañjez zo war e gein hag e velost. Glas eo lod pluñvennoù tu diavaez e zivaskell, melen-orañjez zo war an tu diabarzh anezho.
Berr ha ledan eo e lost glaswer, du ar beg anezhañ.
Gris eo e bigos hir, strizh ha kromm an tamm krec'h anezhañ.

En o oad gour e vez ar pared war-dro 5 % brasoc'h eget ar parezed, ha 12-14 % hiroc'h e vez tamm krec'h o figos.
Gell-teñval eo daoulagad al laboused en o oad gour ; gris eo trolinenn o daoulagad, o fronelloù hag o favioù ; melen eo trolinenn daoulagad ar ploged, melen ivez o fronelloù, melen-orañjez lodenn izelañ o figos, ha melen-gris o favioù.

Bagadus eo ar spesad, betek 13 labous zo en ur strollad. Muioc'h a barezed eget a bared zo er spesad, setu e c'hall ur par bevañ gant meur a barez.

Diwar hugennoù ha strujennoù e vev ar spesad peurvuiañ. En hañv e ya greun, delioù, broñs, hugennoù, amprevaned ha preñved ganto. Bleuñv lin Zeland-Nevez (Phormium) a gavont mat, peogwir ez eus kalz nektar enno, a zastumont gant krib arbennik o zeod.
En diskar-amzer e tebront strujennoù ha delioù spesad faou ar vro.
Gagnoù an deñved a blij dezho er goañv : ar peroked kigdebrer anavet nemetañ eo Nestor notabilis betek-hen.

 
  • ██ Tiriad Nestor notabilis.
  • Brosezat eo ar spesad e menezioù Enez ar Su (Zeland-Nevez)[1].
    Un neizh a gaver war un dachenn 4,4 km² e koadegi faou ar vro, uheloc'h eget 1 600 m war tor ar menezioù serzh.
    Unan eus ar spesadoù perokeded a vev a-us barr ar gwez eo Nestor notabilis.

    Neizhañ a ra Nestor notabilis war an douar e dan ar faou, e faoutoù ar reier, pe e toulloù a gleuz en douar etre gwrizioù ar gwez.
    Dre ribouloù danzouar ez a betek e neizh, ma tozv etre 2 ha 5 vi adalek miz Gouere ha miz Genver. War-dro 21 devezh e pad ar gorvezh, hag e-pad 94 deiz e vez maget ar ploged.

    Liammoù diavaez

    kemmañ

    Notennoù ha daveennoù

    kemmañ

     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.