Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon
Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon[1] zo un dastumad kontadennoù, skrivet gant Yann ar Floc'h (1881-1936), anv-pluenn un den anvet "Jean Le Page" ("Jañ Pach" en e vro), eus Pleiben, hag a oa ivez “Pintig” e anv-barzh.
Embannet e oa bet ar c'hoñchennoù e Le Courrier du Finistère, Ar Bobl, Kroaz ar Vretoned, Ar Vro, ha Steredenn Boulvriag da gentañ-holl. Dastumet e oant bet en ul levr gant Yeun ar Gow, a oa mignon d'an oberour. Embannet e voe al levr e Levrdi Le Dault e Kemper, ha moulet er Baol e 1950, kent bezañ adembannet (e doare ar "skolveurieg") e 2002 gant Al Leur Nevez - Emgleo Breiz.
Unan eus gwellañ levrioù hon lennegezh-pobl eo hervez Yeun ar Gow en devoa skrivet c'hwec'h pajennad raklavar al levr.
Ar c'hontadennoù
kemmañTeir c'hoñchenn ha tregont a ya d'ober an daou c'hant trizek pajenn ha pevar-ugent a zo el levr Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon :
- Santel-e-Skeud ha Fall-e-C'hoant (Le Courrier du Finistère, Eost 1903),
- Oferenn an Anaon (Kroaz ar Vretoned, du, kerzu 1903 ha genver 1904 ; Ar Vro, du ha kerzu 1910),
- Dienez (Courrier du Finistère, genver ha c'houevrer 1904),
- Nik ha Seven (Kroaz ar Vretoned, gouere 1904),
- Ar roue Marc'h (Courrier du Finistère, genver, c'houevrer 1905),
- Bizou ar Gorrigan (Kroaz ar Vretoned, c'houevrer 1904),
- Laou ha Per (Courrier du Finistère, eost ha gwengolo 1903),
- Yeunig Spradiz (Kroaz ar Vretoned, eost ha gwengolo 1905),
- Toull ar Gornandoned (Kroaz ar Vretoned, Here, du ha kerzu 1904),
- Bertele (Courrier du Finistère, eost, gwengolo 1904),
- Lom ar Marichal (Courrier du Finistère, kerzu 1905),
- Yann e Sac'h (Kroaz ar Vretoned, meurz 1905),
- Gwrac'h an Enezenn (Courrier du Finistère, here 1906),
- Ar Manac'h (Ar Bobl, here 1905),
- Yann an Alc'houezer (Ar Bobl, here 1905),
- Filhor Mestr ar burzudou (Ar Bobl, here, du 1905),
- Magetpell (Ar Bobl, du 1905),
- Al labous aour (Ar Bobl, du, kerzu 1905),
- Spes ar wezenn (Ar Bobl, kerzu 1905),
- Ar priñs Ael ha roue al Lec'h-Du (Ar Bobl, kerzu 1905, genver 1906),
- Tag hag an ebeul (Ar Bobl, genver, c'houevrer 1906),
- Ar gwilhaoued alaouret (Ar Bobl, c'houevrer 1906),
- Merc'h Roue Traonienn-an-Ein (Ar Bobl, c'houevrer, meurz 1906),
- Meur (Ar Bobl, meurz 1906),
- An houadez ruz (Ar Bobl, meurz 1906),
- Garhir (Ar Bobl, meurz, ebrel 1906),
- Tri mab ar merour (Ar Bobl, ebrel 1906),
- Spered-Berr (Ar Bobl, ebrel 1906),
- Eul laeronsi (Steredenn Boulvriag, mae 1905),
- Diou goñchenn ar wrac'h (Ar Bobl, ebrel, mae 1906),
- Ar C'hornandon du hag ar Peulvan ruz (Ar Bobl, mae 1906),
- Ar Bihan (Ar Bobl, mae 1906),
- Yann Seitek (Ar Vro, adalek here 1908 betek genver 1910 ; Courrier du Finistère, azalek genver betek ebrel 1911).
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Gwelet p. 2 al levr, gant an titl skrivet gant lizherennoù munut.