Korn
(Adkaset eus Korn (disheñvelout))
Korn (kerniel, kern, kornioù el liester) zo ur ger, gourel, a c'hell bezañ :
- e skiant ar gorfadurezh, ur greskenn, kalet ha begek, a deu a-vihanik war bennoù loened zo, bronneged pe amprevaned; daou gorn heñvel a vez peurvuiañ a bep tu d'ar penn gant ar bronneged. Sellout ouzh korn (loened);
Notenn : kornioù-talmeta pe kornioù-tastorn a vez graet ouzh an traoù damheñvel a weler war bennoù an amprevaned - binvioù heñvel pe damheñvel o stumm ouzh korn ar vuoc'h,
- ar c'horn-boud, a ra ur son boud
- ar c'horn-bual, damheñvel
- ar c'horn-butun , da vutunat,
- ar c'horn-evañ, da evañ
- ur c'horn-galv, pe kloc'h-galv a vez sonet pa vez ret diwall ouzh an tan
- ar c'horn-hemolc'h pe trompilh-hemolc'h
- ar c'horn-liv , a vez lakaet ennañ liv da skrivañ
- ar c'horn-maout , broderezh a weler war dilhad ar Bigoudenned
- ar c'horn-selaou, a vez gant tud ponnerglev
- ar c'horn-seniñ, ur benveg-seniñ dre c'hwezhañ, el lazioù-seniñ, sellout ouzh korn (benveg-seniñ),
- kornadeg a vez pa vez meur a gor o seniñ a-unan, kornadenn pa ne vez nemet unan
- ur c'hornour zo un den a son gant ar c'horn, pe ar c'horn-seniñ;
- ar c'horn-youc'hal , pe uhelgomzer
- korn ur c'harr-tan: kornial a vez graet gantañ;
- ur stumm er ventoniezh, div vevenn dezhi, sellout ouzh korn (mentoniezh)
- ul lec'h, heñvel ouzh ar stumm-se
- ur c'horn-bro, pe ur c'hornad, pe ur c'hornad-bro, ur c'hornad-douar,
- ar c'horn distro, unan eus anvioù ar staotlec'h
- ur c'horn-tro, pe tro-gorn, pe pleg-hent
- korntroiañ zo mont dre ar c'horntroioù zo war an hent
- anvioù rannoù zo eus ar c'horf a zo savet gant ar ger korn:
- ur pesk mor eus ar c'herentiad Triglidae, sell ouzh korn (pesk); bez ez eus ivez pesked eus ar memes kerentiad dezho an anvioù korn ruz, korn glas ha korn beg plat (kardinal).
- ur strollad sonerien neo-metal stadunanat, sellet ouzh KoЯn
- e douaroniezh, korn Afrika, an anv a reer eus ar rannved ennañ Somalia, Ethiopia, Eritrea ha Djibouti.
Gerioù deveret
kemmañ- Korneg
- Ur c'horneg, da lavarout eo un den kornek, a zo un anv all roet d'un dogan;
- Gwiskañ ar boned kornek zo bezañ dogan.
Gerioù kar a bell pe a dost
kemmañ- Horn, ar ger saoznek a gaver er C'hab Horn hag e meur a lec'h all er bed saoznek pe alamanek.
- Skorn