Kroashent Kerne zo ur greizenn lojañ hag ober lec'hiet e Ti ar Brug e Kemper hag a roio bod da skolidi ha deskidi vrezhonegerien ha da veur a obererezh tro-dro d'ar brezhoneg. Kroget eo bet gant ar raktres e 2024. Bez e c'heller e geñveriañ gant kreizenn Yezhoù ha Sevenadur Sant-Ervlan.

Istor ar raktres

kemmañ

D'ar 15 a viz C'hwevrer 2024 eo bet asantet gant Kuzul tolpad-kêrioù Kemper Breizh Izel ma vo gwerzhet Ti ar Brug, un ti retretidi dizimplij ha lec'hiet e kreiz bourc'h Penharz, d'ar c'hevarzhe Kroashent Kerne.
Ar gevelerien a ya da leviañ ar raktres eo skolaj Diwan Jakez Riou, Ti Ar Vro Kemper, Kelenn, Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion (KEAV), Kreizenn ar Geriaouiñ, Kevre Breizh.
Ar c'hevarzhe Kroashent Kerne zo e chomlec'h da c'hortoz 5 straed Vande[1], e skolaj Diwan Kemper. Philippe Gastoud eo ar prezidant kentañ.

Gerioù kinnig ar brezidantez tolpad-kêrioù ha maerez, Isabelle Assih :"Ar raktres-mañ zo ur chañs evit sevel ur pol eztaoliñ e brezhoneg e kalon Kerne hag e sav a-blom gant kemmesk ar renkadoù a gaver e karter Penharz hag e Kervoezan. Un oberiadur a uhelbal savet diouzh ur youl politikel eo."

Obererezhioù boulc'het ha da zont

kemmañ

Lec'h lojañ evit skolajidi

kemmañ
  • Lojet eo diabarzhidi skolaj Diwan Jakez Riou ennañ (Ebrel 2024)
  • Lojet eo stajidi Kelenn, kreizenn stummañ kelennerien Diwan, ennañ.

Lec'h stummañ e brezhoneg

kemmañ

Lec'h degemer obererezhioù e brezhoneg evit ar re yaouank (mikro magourioù)

kemmañ

Lec'h sevenadurel evit degemer brezhonegerien ha deskidi

kemmañ

Burevioù evit degemer kalz a gevredigezhioù stag ouzh ar brezhoneg

kemmañ
  • Kevre Breizh

Darvoudoù

kemmañ

Ul lec'h evit darvoudoù sevenadurel eo ivez (diskouezadegoù, arvestoù, prezegennoù… ).

Pennadoù nes

kemmañ

Lec'hienn ofisiel

kemmañ

Levrlevrennadur

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 5 rue de la Vendée, Kemper.