Ar groaz keltiek zo ur groaz e-kreiz ur walenn. Bezañ ez eo un arouez kristen a gaver stank er broioù keltiek met gallout a rafe kaout un orin koshoc'h, rakkristen.

Kroaz keltiek

Istor an arouez

kemmañ
 
Ur groaz keltiek e Sant-Kadoù, war ribl Stêr an Intel.

Kroazioù evel-se a weler er broioù keltiek adalek ar Vvet kantved, pa voe kristenaet pobladoù Iwerzhon ha Breizh-Veur gant menec'h katolik, evel sant Padrig. Kontañ a reer e oa bet implijet an arouez-se gant sant Padrig evit kemmeskañ arouez kristen ar groaz gant arouez an heol azeulet gant annezidi Iwerzhon.

E-leizh a groazioù maen evel-se a voe savet da neuze en Iwerzhon hag e Breizh-Veur (inizi Bro-Skos, Kembre, Kernev-Veur, hanternoz Bro-Saoz). Ar re vrasañ ha brudetañ a gaver en Iwerzhon (Ceanannas, Ard Bó, Mainistir Bhuithe, Cluain Mhic Nóis ...). War lod anezho e kaver enskrivadurioù gant lizherennoù runek.

Goude ar XVvet kantved e voe paouezet da sevel kroazioù maen war ar patrom-se er broioù keltiek. Met en XIXvet kantved, gant adsav ar sevenadur keltiek, e voe adkroget da ober. Deuet eo ar groaz keltiek da vezañ un arouez eus ar sevenadur keltiek abaoe, kement hag un arouez kristen.

Kavout a reer ar groaz keltiek war un nebeud bezioù e beredoù Breizh, hogen kalz nebeutoc'h eget en Iwerzhon pe e SUA.

Implij all

kemmañ

Bremañ e vez implijet ivez gant strolladoùigoù eus an tu dehou pellañ, gouennelourien ha faskourien, en Alamagn pe e Bro-C'hall.


Skeudennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.