LGBT
Un diverradur eo an termen LGBT (pe LGDT e brezhoneg) savet diwar ar saozneg:
- Lesbian (brezhoneg: Lesbianel): amañ e talvez ar maouezed hag a gar ha/pe o devez darempredoù reizhel gant maouezed all;
Iskevrennad eus | minorelezh reizhel, minorelezh jener |
---|---|
Studiet gant | transgender studies, queer studies |
Hashtag | LGBT, LGBTIQ, lgbtq |
Istor | LGBT history |
- Gay (brezhoneg: Gae): amañ e talvez ar baotred hag a gar ha/pe o devez darempredoù reizhel gant paotred all (a-wechoù e vez implijet an termen-mañ en un doare kalz ledanoc'h evit ober dave d'an heñvelrevelezh dre vras hep tennañ da rev an dud);
- Bisexual (brezhoneg: Divrevel): amañ e talvez an dud hag a c'hell karout ha/pe a c'hell kaout c'hoant da gaout darempredoù reizhel gant tud eus d'an nebeutañ daou rev disheñvel;
- Transgender (brezhoneg: Treuzrevel): amañ e talvez forzh pehini gantañ/i un identelezh revel na glot ket gant an identelezh disklêriet d'ar ganedigezh (assigned gender at birth pe agab e saozneg). En o zouez e vez kavet tud hag a gemm o c'horf evit ma klotfe gant o identelezh revel ha tud n'o deus ket c'hoant. Kalz a identelezhioù rev disheñvel a c'heller kavout dindan ar ger-mañ.
Daoust ha ne ra ket dave d'ar revelezh denel en he fezh, an tremen-mañ a zo kalz ledanoc'h e ster evit tremenoù all evel heñvelrevour/ez, Gae pe lesbian-ha-gae (lesbigay).
Evit ledanaat ster an termen-mañ e vez ouzhpennet lizherennoù ouzhpenn alies a-walc'h evit ober dave da duadurioù reizhel pe stadoù-den (identelezh) revel all, da skouer :
- Queer: amañ e talvez an holl dud a bep seurt ha n'int ket a-du da dermeniñ o revelezh hervez patromoù ar gevredigezh hag a fell dezhe diswel o stad-den revel evel un dra disheñvel diouzh ar patromoù-se;
- Anrevel (saozneg: asexual): amañ emañ kaoz diwar benn tud na sant ket ar c'hoant da gaout darempredoù reizhel gant tud all;
- Etrereizhadezh (saozneg: intersex) : amañ e talvez an dud hag a zo ganet gant organoù reizhel ne c'heller ket diskleriañ evel "paotr" pe "plac'h" hervez kriterioù ar gevredigezh ;
- Hollrevel (saozneg: pansexual) : amañ e talvez tud hag a c'hell karout ha/pe kaout darempredoù reizhel gant tud eus holl reveloù pe hep diforc'hiañ e keñver revel an dud.
Implijet e vez an diverradur-mañ kentoc'h evit termenoù heñvel-all dre m'emañ ledanoc'h e ster evite dre vrasoc'h ober dave da vuioc'h a emzalc'hioù ha stadoù-den revel hag ivez evit chom hep ober gant termenoù all a oa deuet da vezañ negativel o ster, da skouer heñvelrevour/ez.
Implijet eo bet an diverradur-mañ abaoe ar bloavezhioù 1990 ha deuet e da vezañ implijet aliesoc'h-aliesañ abaoe 2005 dreist-holl er Stadoù-Unanet hag er broioù all ma vez komzet saozneg, mmet ivez muioc'h-mui er bed a-bezh.
Bep bloaz e vez aozet kerzhadegoù al lorc’h e lec’hioù er bed a-bezh evit lakaat war-wel an dud LGBT ha goulenn ma vo doujet d’o gwirioù.
Gwelet ivez
kemmañPorched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |