Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all

(Adkaset eus Labous ar Wirionez)

Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all zo un dastumad seizh kontadenn dastumet e Bro-Leon gant Troude (1803-1885) ha Milin (1822-1895), hag adembannet gant Skridoù Breizh e 1950 dre ma oa deuet e-maez e 1870 da gentañ-penn[1], Ar Marvailler brezounek pe marvaillou brezounek dastumet gant ar C'horonal an anv anezhañ d'ar choulz-se. Ne voe kemmet takenn en destenn orin gant Roparz Hemon, panevet he lakaat en doare-skrivañ peurunvan.

Eizh tresadenn gant Zavier Langleiz — hini pajenn gentañ ar golo en o zouez — a deu da skeudennaouiñ pep marvailh (pajennoù 19, 55, 85, 103, 145, 157 ha 173).

Ar c'hontadennoù

kemmañ
  1. Labous ar Wirionez[2],[3], pajennoù 7-33..
  2. Barvouskenn ar roue Fortunatus, 35-68. Adembannet gant Aber e 2016.
  3. Yann e vazh houarn[4], 69-92,
  4. Ar c'hilhog aour, ar yar arc'hant hag an delienn eus al lore a gan, 93-129.
  5. Ar c'horf hep ene[5], zo embannet div wech el levr: 131-145 (skrivet 129 en taol kentañ, ha diglok) ha 131-150 en eil skrid,
  6. Kristof, 151-170,
  7. An diaoul o tont da Vrest, 171-175.

Doare da gontañ

kemmañ

Kontet eo ar marvailhoù en amzer-dremenet strizh, mesket gant an amzer-vremañ er memes frazenn a-wechoù, hervez doare ar marvailhoù. Alies ivez e weler implij an anv-verb danevelliñ hag ar frazennoù hep verb.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. J.B. hag A. Lefournier, Brest.
  2. E-barzh al levrenn gentañ eus Kontadennoù ar Bobl (miz Meurzh 1984) e kaver ar gontadenn Evnig ar Wirionez, an dour a dañs hag an aval a gan ivez.
  3. En trede levrenn e kaver Teir merc'h ar baraer, pe an dour a dañs, an aval a gan hag Evnig ar Wirionez
  4. E-barzh al levrenn gentañ eus Kontadennoù ar Bobl e kaver ar gontadenn Yann e vazh-houarn hag an tri Jeant ivez.
  5. E-barzh an teirvet levrenn eus Kontadennoù ar Bobl (1988) e kaver ar gontadenn Ar C'horf hep ene ivez.