Anv-verb danevelliñ

An anv-verb a vez implijet en danevelliñ en un nebeud yezhoù : latin, galleg, brezhoneg.

Ha Yann o skeiñ un taol troad gant e enebour.

E latin

kemmañ

En latin e vez implijet a-wechoù, gant ur rener, e-lec'h un amzer-dremenet :

Quotidie Caesar frumentum flagitare : "Goulenn ed bemdez a rae Caesar."

E galleg

kemmañ

War-lerc'h an araogenn "de" a-wechoù :

"Grenouilles aussitôt de sauter dans les ondes ;
Grenouilles de rentrer en leurs grottes profondes." Le lièvre et les grenouilles[1].
"Et tous ces oiseaux de sautiller, de boire, de chanter, de jouer, de voler, de se rouler et de voleter encore." Contes de la brousse et de la forêt"[2].

Ral eo aet e galleg, hogen kavet e vez c'hoazh gant kazetennerien zo.

E brezhoneg

kemmañ

Implijet e vez an anv-verb en danevelliñ e brezhoneg :

  • war-lerc’h un araogenn, da pe o : Ha hi da skeiñ. Ha hi o skeiñ.
  • war-lerc’h ha : Ha hi ha skeiñ.
  • hep araogenn ebet, pe hep ha: Ha hi skeiñ.

Talvoudegezh

kemmañ

Un droienn skañv eo, implijet e-lec'h ar frazenn ordinal, evit kontañ (pe danevelliñ) oberoù graet buan peurvuiañ.

Stank e vez kavet dindan pluenn ar gwellañ skrivagnerien-bobl, evel:

Kalz nebeutoc'h e vez kavet gant tud all, evel Lan Inizan, a oar ober gant an droienn koulskoude.

Talvoudus eo evit degas lusk en ur skrid, gant ma vo implijet mat, ha graet e vez gant an doare-se er yezh komzet ken-ha-ken.

Penaos eo stummet

kemmañ

Peurvuiañ

  • e krog ar frazenn gant ha, un doare d'he liammañ ouzh ar frazenn a-raok
  • e teu ar rener da heul
  • e teu an araogenn "da" goude, dirak un anv-verb
  • e vez ur renadenn bennak da-heul ar verb
Hag ar paotr kozh da sevel war ar c’hleuz, Kontadennoù ar Bobl[3].

War-lerc’h “da”

kemmañ

Peurvuiañ e vez rener hag anv-verb, met a-wechoù e vezont diezhomm :

  • Hep rener (anavezet eo, diskuliet eo bet en ur frazenn a-raok).
    • Ha da deurel o chupennoù d’an traoñ, ha da gregiñ kerkent, KAB 1/45
    • Ha da nijal arre dreist ar c’hoadoù ha dreist ar mor, KAB 2/29.
  • Hep anv-verb (hep ar verb mont peurvuiañ, ral e welet en hevelep troiennoù)
    • Hag hi d’ar gêr raktal, KAB 2/20
    • Hag ar jeant d’ar marchosi, KAB 3/16
    • Ha Marjan d’ar park, teñval he fenn, … Ha Yann d’ar c’hraou, DC’H 117
    • Hag eñ er-maez.


  • Gant ar rener
    • Hi da saludiñ ‘r c’hloareg, SBI 1/192
    • Hag hi d’o c’has d’ar gêr, SBI 2/140
    • Hag Arzhur da c’hoarzhin o welet kement-se, KAB 1/32
    • Hag eñ da son gant e violoñs, KAB 1/97
    • Ha kerkent an teir flac’h da redek, KAB 1/223
    • Hag ar c’hi da c’hrognañ, da skrignañ e dent, ha da lampat gantañ, KAB 2/20
    • Ha me da goach ma fenn ‚vel un inosantez, TBP 1/47
    • Ha Jenovefa gaezh da c’harmat, TBP 1/62
    • Ha me o tapout ma botoù em dorn ha da garzhañ fonnusañ ma c’hallen, TBP 2/163
    • Ha hi da c’houlenn diganin…, TBP
  • Gant met
    • Met kerkent ar vugale da laret, KAB 2/17

War-lerc'h setu

kemmañ
  • Setu glac’haret ar roue, ha da ouelañ, ha da sachañ ar blev eus e benn, KAB 1/101
  • Setu hi troet en un evn bihan glas ha da darnijal en-dro d’an daol oc’h ober « drik ! … driik ! … », KAB 1/105
  • Setu an div all da c’hoarzhin o klevet kement-se, KAB 1/203
  • Ha setu ar merc’hed da dont d’ar red, KAB 1/223
  • Setu an holl da c’houlenn digantañ keloù eus e c’hoar, KAB 1/283

War-lerc’h “o”

kemmañ

-En droienn Ha … o… :

  • Hag eñ o c’houlenn digantañ …, Nag hemañ o respont dezhañ, …, Hag eñ o c’houlenn diouti,…, SBI 1/124
  • Ha me o c’houlenn outi…Hi o laret din…ha me o vont ganti, SBI 1/204
  • Hi o sevel eus he gwele, SBI 2/114
  • Hag hi o respont din-me, SBI 2/114
  • Ha me o c’houlenn onti ha dimezet e oa, Hag hi o respont din-me, SBI 2/114
  • Hag eñ o vont da skeiñ ganin.
  • Hag eñ o tapout ar verc’h hag o pokat dezhi ivez, KAB 2/22
  • Hag eñ o tistreiñ ouzh ar plac’h ar gambr, KAB 2/56
  • Hag ar jeant d’ar marchosi, o vallozhiñ ken a grene ar c’hastell gantañ, KAB 3/16
  • Hag eñ o tarc’heiñ un taol bazh gantañ hag o troc’hañ anezhañ etre c’hwec’h tamm, TBP 1/169
  • Hag eñ o reiñ ur vazhad all dezhañ hag o rannañ e benn etre daou damm, TBP 1/169
  • Ha me o krial a-bouez ma fenn, TBP 1/208
  • Hag eñ o kouezhañ war e benn er penton, TBP 1/225
  • Ha hi o tarc’heiñ ar gontell a-droujouez war an daol, TBP 2/12
  • Hag ar c’hi o lammout gant ar paotr-saout, TBP 2/208

-En droienn setu … o … .

  • Ha setu an êgl kerkent o tont da nijal a-us dezhañ ha da dreiñ…, KAB 20
  • Ha setu int o vont d’an daoulamm ruz, KAB 1/83
  • Setu ma zad o tistreiñ d’ar gêr, KAB 1/85
  • Setu ar gwennilied o tegouezhout, YBB 190
  • Setu ar person o tont, TBP 2/208, 209

War-lerc’h “ha”

kemmañ
  • Hag int ha lammat gantañ.
  • Hag eñ ha mont en hent, hag ar pilhaouer ha foetañ e loen.
  • Hag eñ ha bale, KBSA;


Hep araogenn ebet dirak

kemmañ

A-wechoù e kaver ar rener gant an anv-verb hepmui:

  • Hag eñ ober gaol kuit (Gabriel Milin).

Notennoù

kemmañ
  1. Fables de La Fontaine.
  2. A. Davesne ha J. Gouin, EDICEF, 2001.
  3. Kontadennoù ar Bobl. 1/223