Erwan ar Moal
Erwan ar Moal (Yves Le Moal e galleg), Dir-na-Dor (Dir na Dorr en hon doare-skrivañ) hervez e anv-barzh, oa skrivagner brezhonek ha troour kristen. Ganet e oa d'an 9 a viz C'hwevrer 1874 e Koadoud (Treger) ha marvet eno d'ar 14 a viz C'hwevrer 1957.
Brudet eo e levrioù Pipi Gonto. Kenlabourat a reas gant Frañsez Vallée ha Yann-Vari Perrot. Met kalz muioc'h eget se en deus graet en e labour evit ar yezh.
E vuhez
kemmañKouerien e oa e dud (Loeiz ar Moal ha Marc'harid Aofred), ne oa nemet brezhoneg er gêr, ha ne zeskas galleg nemet adalek e 6 vloaz pan eas d'ar skol. Skoliet e voe en Itron-Varia Wengamp, skolaj katolik brudet, a oa bet hini Taldir ivez. Alese ez eas da gloerdi bras Sant-Brieg en 1894 evit mont da veleg, met ne chomas nemet daou vloaz ha kuitaat a reas ar c'hloerdi e 1896.
Dont a reas da vezañ kelenner ha labourat a reas e skolaj Sant-Charlez e Sant-Brieg. Eno e reas anaoudegezh gant Frañsez Vallée a deue di d'ober kentelioù brezhoneg hag a lakaas anezhañ da genlabourat gantañ evit ar gelaouenn Kroaz ar Vretoned.
E 1902 e voe embannet e zastumad kontadennoù Pipi Gonto. Perzh a gemeras e Goursez Breizh gant an anv Dir-na-dor. Adalek 1927 e kenlabouras gant Aogust Bôcher war-dro ar gelaouenn sizhuniek katolik Breiz a zalc'ho eus 1927 betek 1939.
O chom e oa Koadoud, en un ti anvet Kermabrouz, ma oa Jef Fulup o chom diwezhatoc'h.
Buhez ar Sent
kemmañLabourat a reas da lakaat e yezh Treger Buhez ar Sent Yann-Vari Perrot a voe embannet e 1912.
Kroaz ar Vretoned
kemmañArvorig
kemmañEtre 1919 ha 1923 e voe embannet gantañ ar gelaouenn Arvorig, a-gevret gant Feiz ha Breiz, dindan renerezh Yann-Vari Perrot evit Penn-ar-Bed hag Erwan ar Moal evit Aodoù-an-Hanternoz.
Oberennoù
kemmañ- Pipi Gonto, meur a levr disheñvel:
- Pipi Gonto [1], marvailhou brezonek. Skeudennou gant E. Dudoret. René Prud'homme, Sant-Brieg, 1902.
- Pipi Gonto [2], marvailhou neve. Saint-Brieuc: Ti moullerez Sant-Gwilherm, 1908. Disheñvel rik diouzh al levr kentañ.
- Pipi Gonto [3]. Kemper : Le Goaziou, 1925. Adembannadur darn eus kontadennoù al levr kentañ hag eus an eil.
- Mojenn an Ankou, gant Anatole Le Braz, lakaet e brezhoneg, Kroaz ar Vretoned, 1911.
- Buez ar zent savet gant an Ao. Perrot, kure Sant-Nouga. Ar Gwaziou, 1912. Buhez ar Sent lakaet e yezh Treger.
- Prederiañ zo deskiñ mervel, (« Philosopher c'est apprendre à mourir ») troet diwar Montaigne, embannet gant Al Liamm
Pezhioù-c'hoari
kemmañTroidigezhioù
kemmañ- B. Villeneufve, Santez Koupaïa, mister e pevar arvest gant ul lid-enor, Moulerez Toullec, 1928
- Brug ar Menez Du, Iverzon gwelet gant eur Vretonez, Moulerez Thomas, 1933
Adembannadurioù
kemmañ- Ar penn-bazh derv, An Here. 1991
- Ki ar penn marv, An Here 1991
- Paotr e skourjez lêr, An Here. 1992
- Pipi Gonto. Emgleo Breiz, 2001. E falc'huneg, ha n'eo ket er skritur orin.
- Ar plac'h interet div wech, Embannadurioù an Alarc'h, 2012.
Levrlennadur
kemmañ- Yves Le Moal. (DIR-NA-DOR) 1874-1957 Saint-Brieuc, Presses bretonnes - 1962. Henri Poisson