Le Cheval d'orgueil (film)
Le Cheval d'orgueil (Marc'h al Lorc'h hervez an doare advouezhiet e brezhoneg) a zo ur film gall sevenet gant Claude Chabrol, deuet er-maez e 1980, ha savet diwar al levr eñvorennoù gant Per-Jakez Heliaz.
Titl | Le Cheval d'orgueil |
---|---|
Diazezet war | Le Cheval d'orgueil |
Tachenn | film dramael, film based on literature |
Bro orin | Frañs |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | galleg |
Deiziad embann | 1980 |
Sevener | Claude Chabrol |
Senarioour | Daniel Boulanger, Claude Chabrol |
Rener ar skeudennaouiñ | Jean Rabier |
Sonaozer | Pierre Jansen |
Produer | Georges de Beauregard |
After a work by | Pêr-Jakez Heliaz |
Lec'h an istor | Penn-ar-Bed |
Lec'h filmañ | Kemper, Ploneour-Lanwern, Pontekroaz |
Liv | liv |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Synopsis
kemmañAr vuhez war ar maez er Vro-Vigoudenn, e mervent Breizh, e penn kentañ an XXvet kantved betek fin ar Brezel-bed kentañ. Paour-razh eo ar gouerien ha n'o deus ken pal nemet en em geitañ ganti kement ha ma c'hellont. Pêr-Alan a gej gant Anna-Vari, mevel eo e-barzh un ti-feurm hag ober a ra war-dro ar c'hezeg dreist-holl. O dimeziñ a zo un troc'h devezh a-raok distreiñ d'ar baourentez. Genel a raio ur mab: Pêr-Jakez lesanvet « Pêrig », hag a vo desavet gant e dad-kozh Alan. Deskiñ a raio ez eo war al lorc'h e saver pa ne vezer ket perc'henn d’ur marc'h.
Evezhiadennoù
kemmañEr penn-kentañ en doa raktreset Claude Chabrol ober ur film diwar-benn peizanted ar Creuse e deroù an XXvet kantved. Pa lennas best-seller Per-Jakez Heliaz e tibabas cheñch lec'h hag istor. Al levr a dres Breizh war ar maezioù e penn-kentañ an XXvet kantved, un nebeud bloavezhioù a-raok ar Brezel-bed kentañ. An azasadur, bet fiziet e Daniel Boulanger, a zo tuet war-zu al lodenn eñvorennoù ha kont a ra buhez Pêr. N'eo ket bet degemer mat ar film gant ar filmvarnourien pa 'zo deuet ar-maez, ne weler ket anezhañ alies war ar skinwel. Kerse bras en deus bet Chabrol da na vezañ sevenet ar film e brezhoneg, dre m'en deus filmet an traoù e galleg ez eus bet un nebeud diaesterioù (da skouer pa n'en deus ket c'hoant Pêr deskiñ ar galleg er skol). Ar film-mañ a zo un azasadur feal d'an oberenn orin gant Per-Jakez Heliaz hag un tres eus ur rannvro gant un identelezh kreñv.
« Ce film est dédié au pays Bigouden » a zo an dediadenn a c'heller lenn e-pennkentañ ar film Le Cheval d'Orgueil.
Advouezhiet e oa bet ar film e brezhoneg e 2008 gant Dizale[1].
Fichenn teknikel
kemmañ- Sevener : Claude Chabrol
- Senario : Daniel Boulanger, Claude Chabrol hervez al levr gant ar memes anv skrivet gant Per-Jakez Heliaz
- Rener ar skeudenniñ : Jean Rabier
- Sonerezh : Pierre Jansen
- Doare : kronikenn rannvroel
- Padelezh : 113 minutenn (1 e 53)
- Deiziad dont er-maez : 24 a viz Gwengolo 1980
Komedianed
kemmañ- Michel Blanc : Corentin Calvez
- Jacques Dufilho : Alain, an tad-kozh
- Bernadette Le Saché : Anne-Marie, ar vamm
- François Cluzet : Pierre-Alain, an tad
- Ronan Hubert : Pierre-Jacques d'an oad a 7 bloaz
- Armel Hubert : Pierre-Jacques d'an oad a 11 bloaz
- Paul Le Person : Gourgon, paotr al lizhiri
- Pierre Le Rumeur : ar mojennour
- Dominique Lavanant : Marie-Jeanne, an amiegez
- Bernard Dumaine : ar c'hannad Le Bail
- Michel Robin : ar markiz
- Pierre-François Duméniaud : ar c'hederv Jean
- Jacques Chailleux : Jeannot
Notennoù
kemmañGwelet ivez
kemmañ- Le Cheval d'orgueil, al levr skrivet gant Per-Jakez Heliaz
Liamm diavaez
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |