Legio I Minervia
Legio I Minervia[1] e oa ul lejion roman bet savet, hervez Cassius Dio, war-dro 82-83, da vare an impalaer Domitianus, war a seblant evit mont da vrezeliñ a-enep ar Chatted, ur bobl eus Germania, staliet war lez ar Weser ha an Eder.
E arouez pennan e oa an doueez Minerva, difennourez al lejion ha doueez vuiañ-karet Domitianus. Legio I Flavia Minervia e oa anvet da gentañ. Ar c'harv (capricornus) arouez ar zodiak kevelet gant Minerva, e oa e eil arouez.
Staliet e oa da gentañ e Bonna (Bonn), e Germania Izelañ, hag e vo he fenngarter e-pad holl e vuhez. Kemeret he devoa plas Legio XXI Rapax bet kaset eus Bonn da Mogontiacum (Mainz) e 83. Evel-se ne oa nemet un devezh ergerzh eus Colonia Claudia Ara Agrippinensium (Köln), kêr-benn ar rannvro ha penngarter luioù roman Germania Izelañ.
Da vare ar Flavii
kemmañDa vare ar Flavii, pa oa sioul an traoù e broioù ar Roen, darn eus al lejionerien e oa laket dindan melestradur nann-soudard, evel beneficarii, ha darn all laket da virout gwarnizon Divitia (Deutz, en tu all da gKöln war ar Roen).
Kaset e oa bet e 89 da C'hermania Uhelañ gant Legio VI Victrix, Legio X Gemina ha Legio XXII Primigenia evit mougañ emsavadeg al legad (gouarnour) Lucius Antonius Saturninus e Mogontiacum (Mainz). Al lesanv Pia Fidelis Domitiana (Feal ha leal da Domitianus) a voe roet d'al lejionoù-se. Goude ma oa bet drouklazhet Domitianus ha forbannet e anv (damnatio memoriae), lesanvioù Flavia ha Domitiana a yeas kuit hag al lejion a voe anvet diwar neuze Legio I Minervia Pia Fidelis. Strolladoù a voe lakaet da labourat e mengleuzioù ha brikennerezhioù bro ar Roen (Tegularia transrhenana). Digustumm e oa an dra-se, rak al labour-se e oa dre vras hini ar sklaved.
Da vare an Antonini
kemmañE-pad ur berrbad, da vare an impalaer Trajan, ez eas da vrezeliñ a-enep an Daked, gant Legio VI Victrix (Novaesium, Neuss) ha Legio X Gemina (Noviomagus, Nijmegen); ur strollad eus Legio XXII Primigenia a gemeras e blas da c'hortoz e Bonn. Brudet eo bet e daoliou-kaer war kolonenn Trajan. Legio I Minervia a oa en-dro da v-Bonn pa oa echu an ergerzhadegoù. Eno e oa er bloaz 112.
Kenlabourat e reas war meur a savadur eus ar vro gant Legio XXX Ulpia Victrix, e lejion gevell savet gant Trajan, evel ma vez gwelet war kizelladurioù EXGERINF (Exercitus Germaniae inferioris : arme Germania Izelañ). Strolladoù a savas fornioù-raz e bro an Eifel (Iversheim) ha tost da Nijmegen.
A-drugarez da enskrivadurioù all e ouzer hag al lejion a zo tremenet ivez dre kamp Carvo (hirie Neder-Betuwe, rannvro Gelderland, Izelvroioù), Albaniana (hirie Alphen aan de Rhijn, Izelvroioù), Castra Herculis (hirie Arnhem, Izelvroiù), ha nebeut lec'hioù all eus Germania Secunda.
Implijet eo bet ivez al lejionerien evit tapout loened gouez da gas da c'hoarioù ar sirk. Lorc'h e oa gant ar c'hantener Quintus Tarquitius Restitutus da lavarout en devoa tapet hanter-kant arzh en un hanter-bloaz.
Notennoù
kemmañ- ↑ An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).