Leo Perutz (2 a viz Du 1882 e Praha - 27 a viz Eost 1957 e Bad Ischl) a oa ur skrivagner alamanek eus Aostria.

Leo Perutz

Eus ur familh yuzevien e oa. Ober a reas studioù matematik e Vienna ha goude-se e kavas labour gant ar gompagnunezh Assicurazioni Generali e Trieste (a oa en Impalaeriezh Aostria da neuze). Gloazet e voe war talbenn ar Reter e-pad ar Brezel-bed Kentañ. E-pad ar brezel e embannas e levr kentañ, Die dritte Kugel. Beajiñ a reas er bloavezhioù 1920, da Dunizia, d'an Unvaniezh Soviedel. Embann a reas levrioù all ha tamm-ha-tamm e tapas brud.

Degemeret e voe gant Gorsedd Breizh e Rieg e 1927 ; diwar neuze e voe mignon gant Taldir Jaffrennou ha skoazell a roas d'ar gelaouenn An Oaled hag e anv a weler e-touez madoberourien ar gelaouenn[1]. Ur skrid bennak gantañ a voe embannet gant An Oaled[2].

E 1933 e voe berzet unan eus e levrioù, St. Petri Schnee, gant an nazied. E 1938 e tec'has da Balestina. Ober a reas e annez e Tel Aviv. Alese e kasas lizhiri da zifenn Frañsez Jaffrennou, a oa bet harzet ha toullbac'het e fin an Eil Brezel-bed : an eil da brokulor lez-varn Roazhon, d'ar 16 a viz Gouere 1945, hag egile d'ar jeneral de Gaulle, d'ar 1 a viz Here 1945.

Adalek 1954 e tistroas da Aostria, evit e vakañsoù. Pa oa o vakañsiñ e Bad Ischl, e-kichen Salzburg, eo e varvas d'ar 25 a viz Eost 1957.

Oberennoù

kemmañ
romantoù
  • Die dritte Kugel (1915)
  • Das Mangobaumwunder. Eine unglaubwürdige Geschichte (1916)
  • Zwischen neun and neun (1918)
  • Der Marques de Bolibar (1920)
  • Der Meister des Jüngsten Tages (1923)
  • Turlupin (1924)
  • Der Kosak und die Nachtigall (1927)
  • Wohin rollst du, Äpfelchen… (1928)
  • St. Petri Schnee (1933)
  • Der schwedische Reiter (1936)
  • Der Judas des Leonardo (1959)
danevelloù
  • Herr, erbarme Dich meiner (1930)
  • Nachts unter der steinernen Brücke (1953)
  • Mainacht in Wien (1996)

Notennoù

kemmañ
  1. An Oaled, niverenn 67, kentañ trimiziad 1939 : [1]
  2. Le marquis de Bolibar, An Oaled, trede trimiziad 1928