Les Seigneurs zo ur film gall, sevenet gant ar filmaozour gall Olivier Dahan e 2011.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Ur melldroader brudet-kenañ eo bet Patrick Orbéra. Evitañ da ren e hanter-kant vloaz n'eo ket deuet a-benn da virout ur vicher all gwall bell. Lakaet war an teil ha kollet gant ar boeson n'en deus ket an aotre ken da welet e verc'h Louise. Ha ret dezhañ kavout ur vicher stabil n'en deus dibab ebet all nemet mont da c'hourdoner skipailh mell-droad un enez vihan e Breizh. Emañ an hanter eus ar boblañs anezhi o labourat er fritur lec'hel a zo o paouez bezañ lakaet dindan adreizhadur barnerezhel : ma'z a ar maout gant ar velldroaderien a-benn an tri c'hrogad da zont e vo dastumet arc'hant a-walc'h da saveteiñ al labouradeg. Setu m'emañ ar skoilh pennañ war hent Patrick Orbéra : ober c'hoarierien ouzhpenn ampart eus pesketaerien ar skipailh. Setu ma tiviz-eñ klask ober d'e genc'hoarierien gozh dont da reiñ un tamm sikour dezhañ a-benn bountañ ar c'hleubig breizhat e-touez ar re c'halloudusañ...

Roll ar gomedianed pennañ

kemmañ