Lestr ar Folled
Lestr ar Folled zo un alegorienn ganet e Levrenn VI Ar Republik, gant Platon, diwar-benn ul lestr hep sturier, kaset gant tud dizesk, diboell, pe ankouaus. Prest eo ar strollad tud da lazhañ kement hini a zo war e hent, da vadaouiñ ar c'habiten diouzh ret. Ar gwir gabiten, hag a oar diouzh ar stered hag an avel, a zo didalvoud a-grenn hervez an engroez. Hervez alegorienn Platon eo heñvel ar prederour pa vez graet fae warnañ gant ar stad.
Istor
kemmañDiwar meizad Platon ez eus bet savet meur a oberenn.
- E 1494, Das Narrenschiff, ur skrid alamanek gant an Elzasad Sebastian Brant.
- War-dro 1500, Het narrenschip, gant al livour izelvroat Hieronymus Bosch.
- E 1958, Ship of fools, romant saoznek gant ar skrivagnerez stadunanat Katherine Anne Porter[1].
- Ship of fools, ur film saoznek gant Stanley Kramer savet diwar ar romant e 1965, ma c'hoari Vivien Leigh ha Lee Marvin.
- E 1989, La nave de los locos, romant spagnolek gant ar skrivagnerez urugwaiat Cristina Peri Rossi[2].
- E 1999, Ship of Fools, ur pezh-c'hoari gant Theodore Kaczynski, anavezet evel 'The Unabomber', skrivet en toull-bac'h, alegorienn diwar-benn ar stad hag an dispac'h a ranker ober outi.
- 2001, Ship of Fools, ur romant skiant-faltazi gant Richard Paul Russo, diwar-benn un egorlestr ha ne oar den da belec'h emañ o vont[3].
- E 2002,The Ship of Fools, romant gant Gregory Norminton[4].
- "Ship of Fools", un danevell gant Charles Stross en dastumad Toast: And Other Rusted Futures[5].
- E 2003, The Years of Rice and Salt, romant skiant-faltazi saoznek gant Kim Stanley Robinson, diwar-benn 'karavanenn ar folled', enni torfedourien ha politikerien o tec'hel eus un Al-Andalus nevez aloubet gant islamourien[6].
- E 2010, Ship of Fools: How Stupidity and Corruption Sank the Celtic Tiger, ul levr diwar-benn Iwerzhon hag he folitikerien en enkadenn ekonomikel, gant ar c'hazetenner Fintan O'Toole[7].
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (en) Katherine Porter, Ship of Fools, Signet, 18958 (ISBN 978-0-451-07778-3)
- ↑ (es) Cristina Pei Rossi, La nave de los locos, Seix Barral, 1984 (ISBN 978-84-322-3064-6)
- ↑ (en)Richard P. Russo, Ship of Fools, Ace Books, 2001 (ISBN 978-0-441-00798-1)
- ↑ (en) Gregory Norminton, The Ship of Fools, Sceptr, 2002 (ISBN 978-0-340-82100-8)
- ↑ (en) Charles Stross, Toast: And Other Rusted Futures, Cosmos Books, 2002 (ISBN 978-1-58715-413-3)
- ↑ (en) Kim Stanley Robinson, The Years of Rice and Salt, Specra, 2003 (ISBN 978-0-553-58007-5)
- ↑ (en) Fintan O'Toole, Ship of Fools: How Stupidity and Corruption Sank the Celtic Tiger, Public Affairs, 2010 – ASIN : B00XV6FSUC