Levrioù Erell
Levrioù Erell zo un dastumad levrioù skrivet ha skeudennaouet gant Angharad Tomos.
Rala Rwdins a vez graet anezho e Kembre.
Embannet e oa bet 12 levr kentañ an dastumad e brezhoneg gant An Here.
Gwerzh
kemmañSeblantout a ra an daou gentañ bezañ bet peurwerzhet.
Poan a vez o kavout ar re all, koulskoude e chome kantadoù anezho e 2009.
Levrioù an dastumad
kemmañ- 1. Katell Skubell (1990, troet gant Morwenna Jenkin ha Martial Ménard)
- 2. Katell Spanell (1990, troet gant Morwenna Jenkin ha Martial Ménard)
- 3. Lazhañ an Heol (1990, troet gant Morwenna Jenkin ha Martial Ménard)
- 4. An Hudourig Brell (1990, troet gant Morwenna Jenkin ha Martial Ménard)
- 5. Moanig Vihan (1990, troet gant Morwenna Jenkin ha Martial Ménard)
- 6. Gouel kala-goañv (1991, troet gant Morwenna Jenkin ha Martial Ménard)
- 7. Un Devezh Kannañ (1991, troet gant Morwenna Jenkin ha Martial Ménard)
- 8. Glebigell (1991, troet gant Morwenna Jenkin ha Martial Ménard)
- 9. Tomm, tomm, tomm ! (1992, troet gant Herve Bihan ha Martial Ménard)
- 10. Didrouz-kaer... (1992, troet gant Herve Bihan ha Martial Ménard)
- 11. Korventenn (1992, troet gant Herve Bihan ha Martial Ménard)
- 12. C'hwil Laouen (1992, troet gant Herve Bihan ha Martial Ménard)
Nebeud a verzh
kemmañNebeud a verzh o deus graet al levrioù e Breizh, pa reont berzh ken-ha-ken e Kembre.
War a seblant ne blijont ket d'an dud vras, kustum ouzh levrioù an embannerien c'hallek, paper lufr ha livioù flamm (Ali personel)
. Kavet eo bet un tamm diaes ha re binvidik ar brezhoneg enne ivez.
Koulskoude e plij ar bed-se d'ar vugale peurvuiañ, da re Vreizh evel da re Gembre, pa vez kinniget dezho, ur bed a faltazi pell diouzh ar pemdez ha diouzh bed an dud vras peurvuiañ.
Brud
kemmañOuzhpenn-se n'eus ket bet klasket brudañ anezho ivez evel ma oar ober Kembreiz, gant aktourien o vont a skol da skol da c'hoari an istorioù, ar skrivagnerez o kaozeal gant tud ar vugale, abadennoù er skinwel, filmoù, pladennoù.
Gwir eo ivez ne vez ket brudet, na klasket brudañ al levrioù brezhonek evit ar vugale e skolioù Breizh.