Ounaou
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Usurzhad : | Xenarthra | ||
Urzhad : | Pilosa | ||
Kerentiad : | Megalonychidae | ||
Genad : | Choloepus | ||
Anv skiantel | |||
Choloepus didactylus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An ounaou, pe lezireg Linnaeus, Choloepus didactylus eus e anv skiantel, a zo ur bronneg hag a vev e koadegoù Suamerika (Perou, Ecuador, Brazil, Kolombia, Venezuela, Guyana, Gwiana c'hall ha Surinam).
Doareoù pennañ
kemmañEtre 50 ha 90 cm eo e hirder hag etre 4 hag 8 kg e bouez. Berr eo e lost (war-dro 2 cm). Gell-gris eo e vlevenn, gant un arliv glas-gwer en abeg d'ar bezhin a gresk enni. Plat eo e benn ha bras e zaoulagad.
Daou viz skilfek a zo en e bavioù a-raok ha tri en e bavioù a-dreñv. Stumm ur c'hrog a zo gant e skilfoù ha ganto eo azasaet an ounaou ouzh ar vuhez er gwez.
Bevañ a ra en e-unan hag en em vagañ diwar delioù ha frouezh.
Dilec'hiañ a ra gorrek-tre ha ne ziskenn diouzh ar gwez nemet ur wech ar sizhun evit kac'hat.
Gouennañ
kemmañAn dougen a bad 6 miz hag ur c'holen a vez ganet bep bloaz. Hemañ a chom krog ouzh kof e vamm e-pad 5 sizhun a-raok bezañ gouest da fiñval e-unan.