Livioù panslav
Al livioù panslav (pe livioù hollslav) eo ar glaz, ar gwenn hag ar ruz. Degemeret e voent e-kerzh Kendalc'h Panslav Praha e 1848. Diazezet int war Banniel Rusia a zo gwenn, glas, ruz (hemañ diazezet er penn kentañ war hini an Izelvroioù). Adkavet e vez al livioù-se war un darn vat eus bannieloù ar stadoù slav, dreist-holl ar re savet e dibenn an XIXvet kantved hag en XXvet kantved.
Bannieloù
kemmañ |
||||
Bohemia-Moravia (1939-1945) |
Bulgaria | Krimea (1992/1999-bremañ) |
Kroatia | Montenegro (1992-2004) |
Tchekoslovakia ha Republik Tchek |
Rusia | Rusined | Republik Serb Bosnia | Serbia |
Slovakia | Slovenia | Sorabed | Voivodina | Yougoslavia (1918-1945) (1993-2003) |
Stadoù slav na reont ket gant al livioù-se : Belarus, Bosnia-ha-Herzegovina, Montenegro (abaoe 2004), Polonia, Ukraina.