Lucrezia di Cosimo de' Medici

Lucrezia di Cosimo de' Medici (Firenze, 14 a viz C'hwevrer 1545Ferrara, 21 a viz Ebrel 1562) a oa pempet merc'h an Dug-Meur Cosimo I de' Medici hag Eleonora di Toledo.

Lucrezia di Cosimo de' Medici, poltredet gant Agnolo Bronzino.


Dimeziñ

kemmañ

E 1557 e oa marvet he c'hoar henañ Maria di Cosimo Iañ de' Medici, a oa da eurediñ da Alfonso II d'Este, dug Modena ha Ferrara. Lucrezia neuze, pemp bloaz yaouankoc'h eget he c'hoar, a zimezas dezhañ e 1558, d'he zrizek vloaz, un dimeziñ dre hanterouriezh. Met n'erruas e Ferrara nemet e 1560. Un argouroù pinvidik a voe roet d'an ozhac'h.
Hogen, kenkent ha dimezet, ez eas Alfonso II d'Este da lez ar roue gall Herri II, da Bariz, hag e laoskas anezhi hec'h-unan e Firenze. Eno ez eas he yec'hed da fall, ha gwashoc'h evit biskoazh e oa pan erruas e Ferrara, d'ar 14 a viz C'hwevrer 1560.

Bloaz goude e varvas diwar ur c'hleñved bennak, diwar gontamm a zo bet lavaret, met marteze diwar droug-skevent. 17 vloaz e oa. Bugel ebet n'he devoa bet, ha beziet e voe e Ferrara e Manati ar c'h-Corpus Domini, evel tud all an tiegezh Este.

Goude he marv

kemmañ

Addimeziñ a reas Alfonso

N'en doe ket a vugale, ha gantañ e voe echuet lignez e penn dugelezh Ferrara.

He foltred

kemmañ

Ur poltred kaer eus Lucrezia zo bet graet gant Agnolo Bronzino, m'he gweler e du hag e livioù koustus a ro ton d'he dremm morlivet.

Barzhoneg

kemmañ

Lavaret e vez ivez eo-hi an Dugez a zo anv anezhi e barzhoneg Robert Browning My Last Duchess.

Liammoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.