Lur (unanenn dolz)
Un unanenn dolz eo al lur, rannet en oñsoù. Poblek eo bet en ur bern broioù en Europa hag er bed, e-pad meur a brantad hag evit meur a implij. Deuet eo blaz ar c'hozh warnañ avat, ha kalz broioù a gav gwelloc'h ober gant ar sistem metrek bremañ.
Rann eus | imperial system of units |
---|---|
Anvet diwar | libra |
Unit symbol | lb, رطل |
Kementad fizikel muzuliet | Mas |
ID en Thesaurus NCI | C48531 |
Arouezenn Unicode | ℔ |
Libra a zo ur ger latin a dalv "mentel, pouezerez", ha tennet eo ar ger brezhonek lur anezhañ, evel libra e spagnoleg hag e portugaleg, libbra en italianeg ha livre e galleg. E saozneg e lâreer pound avat, en alamaneg pfund, e neerlandeg pond hag e daneg pund.
Unanenn Roma
kemmañAl lur roman (latin libra) a dalve 327g, rannet e 12 uncia, oñs, pep a 27g. Tennet eo bet eus ar ger libra ar berradur "lb" evit ar pound.
The pounds, al lurioù angl-ha-saoz
kemmañAr ger pound a zeu eus al latin pondus a dalv kement ha pouez. "lb" eo e stumm berr.
Meur a unanenn dolz a zo lur, poblek pe gozh :
- al lur avoirdupois (Avoirdupois pound, "lb av"), a oa krouet gant marc'hadourien Londrez e 1303. Hiziv an deiz e talv 0.453 592 37 kg dres, ha rannet eo e 16 oñs pe 7000 greun, hervez un emglev eus 1959 etre ar Stadoù-Unanet ha broioù eus ar C'hommonwealth.
- lur troy (Troy pound, "lb t") pe lur an apotiker, a veze implijet er Stadoù-Unanet, er Rouantelezh-Unanet, e Kanada hag en Aostralia. Graet e vez gantañ c'hoazh evit muzuliañ al louzoù hag ar metaloù prizius evel an aour, an arc'hant hag ar platin. Tennet eo e anv eus ar gêr c'hall Troyes ablamour d'he foarioù er Grenn-Amzer e lec'h ma veze kavet ur bern marc'hadourien saoz. Talvezout a ra 373.241 721 6 gram dres. 12 oñs zo en ul lur troy pe c'hoazh 12×20 diner.
- Tower pound a oa diazezet war greun ar gwinizh.
- Merchant's pound, da lâret eo lur ar varc'hadourien, a oa par da 9600 greun gwinizh (15 oñs "tower" pe 6750 greun). Graet e oa gantañ betek ar 14vet kantved evit ar peurvuiañ eus ar madoù (estreget arc'hant ha spisoù).
- lur Londrez (London pound) a oa par da 7,200 greun troy (16 oñs tower pe 15 oñs troy).
- al lur gloan (the wool pound) a oa par da 6,992 greun. An unanenn dolz implijet evit muzuliañ ar c'hementad gloan e oa.
- al lur meur (imperial pound), a oa diskleriet er Rouantelezh-Unanet gant akta ar pouezhioù hag ar muzulioù e 1878.
- betek 1945 da nebeutañ e veze graet gant al lur gant armeoù ar C'hommonwealth evit muzuliañ gobari ar pezhioù-kanol, da skouer ur pezh-kanol 9 lur, 12 lur, 18 lur, ur pezh-kanol obuzioù 25 lur.
Al lur e Breizh
kemmañE-pad ar Grennamzer he doa Breizh he sistem unanennoù tolz dezhi. Al livre a oa graet gant an dud. E brezhoneg e vez lâret "lur", hag a-wechoù lur bouez evit paz meskañ gant ar moneiz al lur.
Ezhomm zo da glokaat ar pennad-mañ
Al livre er broioù gallek
kemmañEr broioù gallek ne vez ket implijet al lur kement-se ken. Padal e oa un unanenn dolz implijet stank en Europa a-bezh e-pad ar Grenn-Amzer ha goude. Ar sistem metrek a erlec'hias al lur e pep lec'h adalek fin an 18vetkantved.
Al lur a vez c'hoazh implijet gant ar c'hallegerien er vuhez bemdez evel hanter-gilogram.
Bro-C'hall
kemmañE Bro-C'hall e oa implijet al livre esterlin etre fin an navvet kantved ha kreiz ar pevarzekvet kantved. Par e oa da 367.1 gram dre vras (5,665 greun). Dindan ren Yann II ez eer gant lur Pariz pe lur poids de marc, ha betek an 18vet kantved. Par e oa al lur-mañ da 489.5 gram (7,555 greun).
Lur Jerzenez
kemmañLur Jerzenez a oa un unanenn dolz implijet e enezenn Jerzenez eus ar 14vet kantved d'an 19vet kantved. Par e oa da 7,561 greun (490 gram). Dleout a ra dont eus al lur gall poids de marc.
Kebek
kemmañAr pfund alamanek
kemmañEn Alamagn e oa ur bern lurioù disheñvel e-pad ar Grennamzer ha goude. Da skouer e talveze 510 gram e Nürnberg ha 467 gram e Berlin. E 1854 e oa divizet gant Unaniezh Maltouterezh Alamagn e oa red d'ar pfund talvezout 500 gram en Alamagn a-bezh. Al lur n'eo ket ofisiel ken, met implijet eo c'hoazh gant an dud en o buhez pemdeziek evit komz eus un hanter-gilogram.
Ar funt rusian
kemmañAl lur rusian, ar funt (Фунт), n'eo ket implijet ken. Par e oa da 409.51718 gram.
Skålpund
kemmañE broioù Skandinavia e oa meur a lur, par da 425,076 gram e Sveden da skouer. Graet e oa bet gant ar sistem metrek er vro-se adalek 1889. E Norvegia e oa par da 498,1 gram, hag e Danmark e oa 471 gram. Danmark a reas evel Alamagn en naontekvet kantved dre zivizout e oa par al lur da 500 gram.
20 skålpund = 1 lispund
Trone pound
kemmañUn unanenn dolz skosat kozh eo, a oa par da etre 21 ha 28 oñs avoirdupois (war-dro 600-800 gram).