Mézidon-Canon

kumun Bro-C'hall

Kumunioù Bro-C'hall
Anv Mézidon-Canon
Skoed
Lec'hiadur Mézidon-Canon en Arondisamant Lisieux
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Bro hengounel Auge
Arondisamant Lisieux
Etrekumuniezh Communauté de communes de la Vallée d’Auge
Kanton Mézidon-Canon (pennlec’h)
Kod INSEE 14431
Kod post 14270
Maer François Aubey
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 10,92 km²
Led 49° 04' 25" Norzh
Hed 00° 04' 12" Kornôg
Uhelder kreiz 20 m
Uhelder bihanañ 9 m
Uhelder brasañ 72 m
Poblañs hep kontoù doubl 4 910 (2009)
Stankter 450 a./km²
Lec'hienn ar gumun

Mézidon-Canon a oa ur gumun eus departamant gall Calvados e Bro-C'hall. Pennlec’h Kanton Mézidon-Canon e oa.

Bodet e oa d'ar 1 a viz Genver 2017 gant trizek kumun all d'ober ur gumun nevez: Mézidon-Vallée-d'Auge.

XIXvet kantved

kemmañ
  • E 1831 e voe staget al lodenn vrasañ eus kumun Mirbel (113 annezad) ouzh kumun Mézidon, al lodenn all a voe lakaet e kumun Quétiéville[1].
  • 1848: staget e voe kumun Le Breuil ouzh kumun Mézidon.

XXvet kantved

kemmañ

Eil brezel-bed, Emgann Normandi, 1944:

  • Bombezadegoù ar Re Gevredet abalamour d'ar porzh-houarn ha d'ar pontoù dreist d'an Dives:
    • miz Even: bombezet e voe Mézidon ha Canon d'ar 6 a viz Even hag adarre en noz etre ar 7 hag an 8 a viz Even (div nijerez Boston) gant nijourion c'hall ar Groupe Lorraine[2]; lazhet e voe un den nann soudard e Canon d'an 9 gant ur vombezadeg[3]; bombezadegoù adarre da 7 eur 30 d'ar 14 a viz Even, met ur c'hwitadenn e voe: ne voe ket tizhet ar pontoù, met distrujet e voe Le Breuil ha karter an ti-gar, ha 40 den nann-soudard a voe lazhet e Mézidon e-dan un nebeud munutennoù[1][3];
    • miz Gouere: d'an 18 e voe lazhet daou zen nann-soudard e Canon ha pevar all e Mézidon gant ur vombezadeg[3];
    • miz Eost: d'an 13 e voe lazhet daou zen nann soudard e Mézidon gant ur vombezadeg[3].
  • Emgannoù an Dieubidigezh, miz Eost: d’ar 16 e voe kemeret Saint-Pierre-sur-Dives, bet distrujet gant ar bombezadegoù, gant Skos ar 51vet Rannlu Troadegiezh Highland. Er memes koulz eo tapet Falaise gant Kanadianed ar 6th Infantry Brigade. A-gleiz d’ar Skosiz e ya Saozon an 49vet Rannlu Troadegiezh West Riding war-raok war-zu Mézidon. Daoust d’un enep-tagadenn alaman eo kemeret Canon gant an 49vet Rejimant Anavezadenniñ e dibenn ar beurevezh. Goude merenn eo taget pontoù an Dives gant ar 70vet Brigadenn E fin an abardaevezh emañ ar Vreizhveurizh e rakkerrioù Mézidon. A-hed an noz e tenn ar c’hanolioù alaman eus Mirbel ouzh soudarded ar 1st Battalion Tyneside Scottish. D’ar 17 en em stal pennoù at rejimant skosat e Kastell ar Breuil e Mézidon. Kilañ a ra an 858vet Rejimant Greunadourion alaman[4].

1972: kendeuzet e voe kumunioù Mézidon ha Canon d’ober kumun Mézidon-Canon.

Ar porzh-houarn

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Kastell ar Breuil, XVIIIvet kantved.
  • Kastell Canon, 1779-1786,[7].
  • Iliz katolik Sant Pêr e Le Breuil, XIIvet kantved, gant lodennoù ouzhpennet: ur porched er XVvet kantved ha div chapelig en XVIIIvet kantved; gwallaozet e voe an iliz d'ar 14 a viz Even 1944 gant ur vombezadeg ha kempennet e voe gant an Arzoù-Kaer[1][8].
  • Iliz katolik Intron-Varia ha Sant Firmin e Mézidon; savet e voe e 1808, dre ma oa bet distrujet abati Santez Barba, ha chapel ar c'hastell a oa re vihan hag en ur stad fall[1].
  • Iliz katolik Canon, gant lodennoù eus an XIIvet hag an XIIIvet kantved.
  • Dismantroù Kastell Béranger, XVIIvet kantved.
  • Grignol an Deog Abati Santez Barba, XVIIvet kantved[9].

Douaroniezh

kemmañ
  • War lez ar stêr Dives emañ Mézidon-Canon.

Emdroadur ar boblañs 1962-2009

kemmañ

Niver a annezidi

[10]

Melestradurezh

kemmañ
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
1971 1983 Henry Delisle Strollad Sokialour Gall Kannad
1983 Meurzh 1989 Roger Achard tu-kleiz, distrollad
1989 Meurzh 1995 Roger Bonnaud tu-dehou, distrollad
1995 Meurzh 2014 François Aubey digostezenn, Strollad Radikal an Tu-kleiz da c'houde, Strollad Sokialour Gall bremañ
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha dave

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 Histoire de Mézidon
  2. Halifax Groupes Lourds Français Squadrons 346 et 347 R.A.F
  3. 3,0 3,1 3,2 ha3,3 Mémorial des victimes civiles en Normandie
  4. Normandie 44 - La Mémoire
  5. Train
  6. Train de l'estuaire
  7. Patrimoine de France
  8. Patrimoine de France
  9. Patrimoine de France
  10. EBSSA