Macrocypraea cervinetta
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Kostez ur c'hregin eus Macrocypraea cervinetta
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Macrocypraea | ||
Anv skiantel | |||
Macrocypraea cervinetta (Kiener, 1843) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Macrocypraea cervinetta a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Macrocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Kiener e 1843 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Macrocypraea cervinetta o vezañ implijet un tamm muioc'h eget egile:
- Cypraea cervinetta Kiener, 1843 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Macrocypraea zebra ha Macrocypraea cervus zo daou spesad tost a-walc'h.
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha bras eo an Macrocypraea cervinetta. Kavet e vezont etre 1 m ha nebeut metroù donder dindan bloc'hadoù.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 37 ha 74 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 27 mm gour, pe ramz, betek 120 mm.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er meurvor Habask ar reter war aodoù Mec'hiko, hag Amerika ar Su betek Kolombia.
Skeudennoù
kemmañ-
Kostez ur c'hregin eus Macrocypraea cervinetta eus Panama
-
Kostez ha beg ur c'hregin eus Macrocypraea cervinetta stumm nana eus Panama
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 06 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578043(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)