Macrocypraea zebra
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor roudenn
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Macrocypraea | ||
Anv skiantel | |||
Macrocypraea zebra (Linnaeus, 1771) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Macrocypraea zebra a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Macrocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin ezlec'hel an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Macrocypraea zebra o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all :
- Cypraea zebra Linnaeus, 1758 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea exanthema Linnaeus, 1767 anv aet da get
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha bras eo an Macrocypraea zebra. Kavet e vezont etre 1 m ha 40 m donder dindan bloc'hadoù hag e frailhoù a reier e tachennoù ar mangrov alies e dour teñval, fankeg.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 55 ha 84 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 30 mm gour, pe ramz, betek 133 mm.
Gwelout ivez
kemmañMacrocypraea cervinetta ha Macrocypraea cervus a zo daou spesad tost a-walc'h.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo memes hini ha Macrocypraea cervus evit an harz Norzh er meurvor Atlantel hag e Mor ar c'haraib war Aodoù ar Florida. An Harz Su a ya pelloc'h eget Macrocypraea cervus betek Su Brazil.
Skeudennoù
kemmañ-
Kein Macrocypraea zebra
-
Diaz Macrocypraea zebra
-
Kein kregin yaouank (subadult) n'en deus ket livioù ar re c'hour
-
Diaz kregin yaouank (subadult) n'en deus ket livioù ar re c'hour
-
Tresadenn Philip Henri Gosse e 1854 eus ur hoc'hig-mor yaouank a-raok ma vefe peurstummet
-
Tresadenn Philip Henri Gosse e 1854 eus ur hoc'hig-mor yaouank (subadult) a-raok ma vefe peurstummet
-
Tresadenn Philip Henri Gosse e 1854 eus ur hoc'hig-mor tost gour a-raok ma vefe peurstummet da vat
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 06 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=419722(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)