Maner Keroulaz (Brelez)
- • Ur Maner Keroulaz all zo e Kastell-Paol.
Maner Keroulaz zo ur maner eus ar XVIIvet kantved, e kumun Brelez, e kornaoueg Bro-Leon.
Er porzh, dirak ar maner, ez eus ur puñs kozh. Liorzhoù war-zinaou zo, betek an Aber Ildud, ha dismantroù ur vilin gozh. Ur chapel zo ivez.
Annezet e voe ar maner gant an tiegezh Keroulaz adalek 1640, d'an nebeutañ. Familhoù all a voe o chom ennañ goude. Bremañ eo perc'hennet gant ar familh de Lorgeril, goude bezañ bet etre daouarn ar familh Borgn.
Er maner-se e oa o chom ur plac'h yaouank a zo kontet he flanedenn er werz Pennhêrez Keroulaz, a gaver e Barzhaz Breizh Kervarker. Mari Keroulaz a vije bet rediet da zimeziñ da Frañsez ar C'hastell, hag a vije marvet gant ar glac'har e 1582.