Mari Breizh (1391-1446)

Ur pennad Mari Breizh zo ivez.

Mari Breizh (Naoned, 18 a viz C'hwevrer 1391 - dianav, 18 a viz Kerzu 1446) a oa ur briñsez vreizhat.
Bez' e voe Kontez Perche hag Itron La Guerche eus 1396 betek 1414, ha Kontez Alençon eus 1404 betek 1414[1].
E 1414 e voe Dugez Alençon, Kontez Perche hag Itron La Guerche, pa voe lakaet tiriad he gwaz da zugelezh gant ar roue gall Charlez VI. Goude marvhe gwaz e 1415 en Emgann Azincourt e viras Mari Breizh an titl ag Itron La Guerche, he mab Yann o vont da Zug Alençon ha Kont Perche.
Ul liamm etre Tiegezh Montfort dugelezh Breizh ha TIegezh Valois-Alençon Bro-C'hall e voe Mari Breizh eta.

Merc'h e oa da Yann IV (dug Breizh) (1339-1399) ha d'e bried Janed Breizh (1370-1437), ur verc'h da Charlez II Navarra.

D'ar 26 a viz Mezheven 1396 e sinas an dug Yann IV ur gevrat gant ar c'hont Pêr II Alençon evit dimeziñ e verc'h gant Yann Iañ Alençon, mab Pêr, a voe kont d'e dro e 1404.
Pemp bugel o devoe :

Goude marv he fried en Azincourt 1415, e rankas Mari Breizh tec'hel kuit eus Normandi, ma oa bet o c'hortoz an emgann. He mab Yann II Alençon a voe paket gant ar Saozon en Emgann Verneuil e 1424 ; en e frankiz e voe lakaet e 1427, goude bout paeet e zaspren ; diwezhatoc'h e voe brudet evel unan eus heulierien Janed Ark.

Den ne oar pelec'h e voe beziet Mari Breizh, Itron La Guerche, goude he marv e 1446. He bugale avat a ouzer pelec'h emañ o bezioù.

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Perceval de Cagny & Henri Morganvillé (1902) : Chroniques de Perceval de Cagny, publiée pour la première fois pour la Société de l'histoire de France, pp. 20 ha 38 Lenn en-linenn