Marie Chaix (politikourez)
Marie Chaix, ganet Marie Rocher d'an 22 a viz C'hwevrer 1886 e Lo Borg dau Peatge (Droma) hag aet d'an anaon d'an 20 a viz Eost 1955 e Saint-Denis, a oa un emsaverez komunour c'hall.
Dilennet e voe e kuzul-kêr Saint-Denis e 1925, ugent vloaz a-raok ma c'hallfe ar maouezed votiñ ha bezañ dilennet.
Buhez
kemmañD'an 22 a viz C'hwevrer 1886 eo ganet Marie Chaix, Marie Rocher an anv-badez anezhi. Merc'h eo da Julienne Jassoud hag adverc'h da Jean Marie Augustin Rocher goude bezañ dimezet he mamm gantañ. Labourerien-douar oa he zud e Geniciu (Droma), a-belec'h e teu he zad biologel, Alexandre Noel Bourguignon (ijiner hag oberour mederezioù), ha el lec'h e tremenas he yaouankiz.
E 1902 e timezas François Marie Gaud ha chom a reont asambles betek an torr-dimeziñ e 1923. Addimeziñ a reas ar paotr-al-lizhiri Ernest Chaix d'an 12 a viz Gwengolo 1923 e Saint-Denis e-lec'h e oa o chom er 4 straed Petit, straed Auguste-Poullain hiziv an deiz. E 1923 e skigne kelaouenn sizhuniek merc'hed ar Strollad Komunour, L'Ouvrière.
Labourerez broderez oa ha 39 vloaz oa p'az eas war ar renk war listenn ar Bloc ouvrier et paysan, soutenet gant ar PCF hag e oa ezel abaoe ur pennad bloavezhioù dija. Peogwir ar Strollad Komunour en doa divizet lakaat maouezed war ar renk e dilennadegoù kêr miz Mae 1925 evit sevel o mouezh a-enep difenn d'ar merc'hed mouezhiañ.
Ma ne c'halle ket ar maouezed mouezhiañ ne oa ket berzet sklaer dezho bezañ dilennet, setu perak goude trec'h strolladoù an tu-kleiz e dilennadeg ar gannaded 1924 e kinnig ar PCF un dek maouez bennak e korn-bro Pariz hag e lec'hioù all evel Avignon (Vauclusa) gant Antoinette Bellot hag Angèle Rame pe e Saint-Pierre-des-Corps (Indre-ha-Liger) gant Émilie Joly hag Adèle Métivier.
Daoust ma oa degemeret gant an Assemblée Nationale d'an 20 a viz Mae 1919, gwir bezañ dilennet ha mouezhiañ ar maouezed a zo distaolet gant ar Sénat e 1922 ha ne voe degemeret da vat nemet d'an 21 a viz Ebrel 1944 ha lakaet e pleustr evit ar wezh kentañ en dilennadegoù-kêr d'an 29 a viz Ebrel 1945. Danvez gwir votiñ ar merc'hed a oa e-kreiz an tabutoù neuze peogwir eo danvez tri raktres-lezenn kinniget gant ar c'homunour Marcel Cachin (26 a viz Even 1924), ar mirour Louis Marin (16 a viz Kerzu 1924) hag ar sokialour Henry Fontanier (28 a viz Genver 1925). D'ar 7 a viz Ebrel 1925 eo bet votet testenn ar sokialour a ro gwir mouezhiañ d'ar maouezed e dilennadegoù-kêr hepken gant 390 vot a-du ha 143 vot a-enep.
Ne voe ket nasket emginnigoù ar maouezed gant ar velestradurezh rak aotreet eo bet gant ministrerezh an Diabarzh kontañ ar mouezhioù bet tapet ganto. An emginnigoù-se a voe graet diwar atiz Sekretouriezh Etrebroadel ar Merc'hed a Voskov, dileuriet gant Marthe Bigot.
Hervez al linenn-stur disklêriet gant kendalc'h Lyon 1924, komision kreiz ar gêr renet gant Victor Cat, ar c'homite kreiz hag ar Burev politikel a zisklêr ez eus ezhomm kaout maouezed war ar renk e dilennadegoù kêr 1925.
Da geñver ar strategiezh-se e voe dilennet Joséphine Pencalet e Douarnenez er c'hentañ tro d'an 3 a viz Mae 1925. Er memes koulz ha Marie Chaix e voe dilennet teir maouez all e banlev Pariz: Augustine Variot e Malakoff, Marthe Tesson e Bobigny ha Marguerite Chapon e Villejuif.
Dilennet e voe Marie Chaix da guzulierez-kêr Saint-Denis d'an 10 a viz Mae 1925 gant 7 114 mouezh diwar 15 634 mouezhier ha 19 942 den enskrivet, pe 267 mouezh neubeutoc'h evit ar maer komunour Louis Laporte. D'ar 17 a viz Mae e teu da vezañ advaerez karget gant an aferioù sokial.
En embannadur an 23 a viz Mae ec'h embannas un H. Monin bennak ur pennad e-barzh ar gelaouenn sizhuniek Le Journal de Saint-Denis a-enep "an itron eilmaerez", "an den-se hag a zo strobus d'al lezenn" da neuze ne lâras ket hec'h anv dre zispriz ha gelver a ra diwall a-enep "touelladur ar c'hargoù melestradurel" digant ur vaouez "[a c'hallfe] noazout d'un niver bras a geodediz".
Pa voe nullet he dilennadur gant prefeti departamant ar Saena dre ziferad d'ar 27 a viz Mae 1925 ec'h enebas Marie Chaix ouzh an diferad-se d'an 23 a viz Even ha chom a reas en he c'harg betek ma voe kadarnaet an diferad gant Kuzul-Stad Bro-C'hall d'an 29 a viz Genver 1926 e-ser Marthe Tesson hag a voe dilennet e Bobigny war ar memes tro. Mervel a reas d'an 20 a viz Eost 1955 pa oa 69 vloaz. Moereb ha maeron eo da Roger Raoul Rocher hag e oa bet broudet ganti da gemer perzh er stourmoù politikel.
Koun
kemmañE miz Kerzu 2021 ez eus bet divizet reiñ hec'h anv da sal kuzul-kêr Saint-Denis, ar pezh zo bet graet da geñver ul lid d'an 8 a viz Meurzh 2022.