Mary Mallon
Arabat eo droukveskañ gant Molly Malone.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Mary Mallon |
Anv-bihan | Mary |
Anv-familh | Mallon |
Deiziad ganedigezh | 23 Gwe 1869 |
Lec'h ganedigezh | Cookstown |
Deiziad ar marv | 11 Du 1938 |
Lec'h ar marv | North Brother Island |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Lec'h douaridigezh | Saint Raymond's Cemetery |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | keginer |
Subject has role | bacteria carrier |
Mary Mallon (An Chorr Chríochach, 23 a viz Gwengolo 1869 – New York, 11 a viz Du 1938), anavet dindan al lesanv Typhoid Mary, a oa ur geginerez stadunanat a orin iwerzhonat a zo bet an den kentañ bet kavet en SUA o tougen ar vakterienn Salmonella typhi hep bout klañv gant an derzhienn difoid.
Soñjal a reer e kontammas etre 51 ha 122 zen, tri anezho o vervel diwar ar c'hleñved ; 50 den zo marvet hep na c'hellfed prouiñ e oa Mary Mallon e oa ar pennabeg d'o zremenvan[1].
Div wezh e voe lakaet en dispell gant ar pennadurezhioù, an eil gwezh betek diwezh he buhez peogwir e talc'he da labourat evel keginerez ha da lakaat tud en arvar. Tost da 30 vloaz a dremenas en dispell kent mervel[2],[3]
Buhez
kemmañMary Mallon a oa bet ganet e 1869 e An Chorr Chríochach, e Kontelezh Tír Eoghain, Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon. Marteze e voe ganet gant an tifoid, pa oa klañv he mamm gant an derzhienn-se p'edo o tougen[4],[5].
E 1884 pa oa oadet a 15 vloaz, e tivroas da SUA[4], ma vevas gant he moereb hag he eontr e-pad ur pennad en ur labourat evel servijourez kent mont da geginerez evit pinvidien.
Adalek 1900, pa oa oadet a 21 bloaz, betek 1907 e labouras Mary Mallon evel keginerez e New York evit eizh tiegezh ; seizh anezo a bakas an tifoid[6]. N'he devoa ket labouret e-pad pemzektez e 1900 ma klañvaas tud. E 1901, e Manhattan, e klañvaas an dud a zebre meuzioù bet fardet ganti. Goude-se ec'h eas Mary Mallon da geginañ evit ur gwiraour ; seizh den diwar an eizh a oa en tiegezh a glañvaas[7].
E miz Mezheven 1904 e labouras evit ur gwiraour all, ma klañvaas peder matezh diwar seizh, a veve en un ti a oa distag diouzh hini o implijer. Diouzhtu pa voe anat e oa klañv an dud ec'h eas Mary Mallon kuit hag e kavas labour e ti ur pinvidig all, an enporzhier gwinoù George A. Kessler ; div sizhun diwezhatoc'h e klañvaas ar gannerez, a voe kaset d'un ospital ma voe kavet he devoa tapet an tifoid, an degouezh kentañ goude gwerso – ar mezeg a reas war he zro a zisklêrias e oa ar gannerez orin d'an derzhienn, hep degas nep prouenn ; berramzer goude e varvas ar vaouez[8].
E miz Eost 1906 e stagas Mary Mallon da labourat e ti ur banker[9] ; pa feurmas an tiegezh un ti war an aod ec'h eas Mary da heul : etre ar 27 a viz Eost hag an 3 a viz Gwengolo, 6 ezel eus an tiegezh diwar 11 a glañvaas gant an derzhienn difoidel. Perc'henn an ti, o c'houzout e vefe diaes e feurmiñ en-dro mard oa an tifoid ennañ, a c'hopras meur a zen, dizalc'h an eil re diouzh ar re all, evit furchal al lec'h ha kavout mammenn ar c'hontammadur ; dielfennet e voe an dour en tuellennoù, er c'hogoù, er prevezioù hag er veol-vrutug, hogen ne gavjont roud ebet eus Salmonella typhi.
- Enklask
Unan eus an enklaskerien, George Soper e anv (1870-1948), a gendalc'has da furchal, c'hoant gantañ da c'houzout perak e veze barradoù tifoid e tiegezhioù pinvidik er c'horn-bro, padal e c'hoarvez pa vez lous an endro peurliesañ. Kavout a reas e oa bet ur geginerez a Iwerzhon e kement lec'h ma oa tarzhet an derzhienn. Deskrivet e oa bet ar vaouez dezhañ, hogen dic'houest e voe d'he c'havout rak kuitaat al lec'h a rae-hi bewezh ma klañvae tud, hep lezel chomlec'h nevez ebet[10]. Pan erruas an tifoid en un tiegezh ma varvas ur plac'h ha ma voe degemeret div vatezh en un ospital e kavas G. Soper edo Mary Mallon o labourat en ti-se.
Atersiñ ar geginerez a eure ar mezeg, ha hervezañ e c'hellje ar barradoù tifoid dont eus ar meuzioù a veze fardet ganti. Fuloret-ruz e voe Mary Mallon : kunujenniñ an doktor Soper a reas, ha pa c'houlennas ar mezeg ur standilhon eus ar boued e voe gourdrouzet gant ur gontell-zrailhañ[10]. E-tal ker kreñv un nac'hadenn e tivizas ar mezeg dastum kement ditour a gavfe a-zivout labourioù ar geginerez, ken e kavas e oa bet an tifoid e seizh tiegezh diwar an eizh ma oa bet an Iwerzhonadez o keginañ[11].
A-gevret gant ur mezeg all e tistroas George Soper da c'houlenn digant Mary Mallon fiziout ennañ standilhonoù eus he zroazh hag eus he c'haoc'h evit ma vefent dielfennet. Nac'h arre a eure ar geginerez, war zigarez m'edo an tifoid e pep lec'h ha ma oa an dour hag ar boued pennabeg d'ar barradoù. Ne lavare ket gaou penn-da-benn, pa ne ouie ket ar vezeien e vefe eus dougerien yac'h[8],[12].
- Dispell kentañ (1907-1910)
Kas keloù d'an New York City Health Department (NYCHD ; Servij ar Yec'hed e kêr New York) a reas an doktor Soper ; pa verzas skiantourien eno e veze Mary Mallon o tougen an tifoid e lakajont al lezenn e pleustr : harzet e voe ar geginerez peogwir e oa ur gourdrouz da yec'hed annezidi kêr. Dre nerzh e voe kaset d'un ospital gant pemp poliser hag an doktor Sara Josephine Baker (1873-1945), a oa e karg da yec'hed foran kêr New York, hini an enbroidi pergen. En ospital e voe rediet Mary Mallon da reiñ standilhonoù. E-pad pevar devezh e voe berzet dezhi sevel a-ziwar he gwele da vont e-unan d'ar prevezioù[13] ; an niver bras-kenañ a vakteri en he c'haoc'h a ziskouezas e oa kontammet he c'hellenn vestl. Pa voe aterset adarre ec'h anzavas ar geginerez gwalc'hiñ he daouarn nemet dibaot a wezh, ar pezh a oa boutin d'ar mare ; bez' e oa kalz skiantourien ha ne grede ket dezho e teufe kleñvedoù diwar bakteri[14],[10].
D'an 19 a viz Meurzh 1907 e voe lakaet Mary Mallon en dispell e New York. Standilhonoù a roe teir gwezh ar sizhun, kontammet an holl ; pa ginnigas ar pennadurezhioù ma vefe lamet he c'hellenn vestl e nac'has ar geginerez, na grede ket e vefe o tougen an tifoid, pa oa yac'h-pesk — hag arvarus e oa an oberatadenn d'ar mare-se, marvet e oa tud. Ouzhpenn se, mennet e oa da genderc'hel da geginañ evit pinvidien rak gopret mat e veze, ha n'he devoa annez ebet dezhi, atav e veze en arvar da gouezhañ er baourentez.
Goude ur pennad gant G. Soper diwar he fenn embannet er Journal of the American Medical Association d'ar 15 a viz Mezheven 1907 e voe brudet Mary Mallon dindan al lesanv Typhoid Mary, bet goveliet gant ar c'hazetenner George Francis O'Neill en New York American ; Mary Mallon a skrivas dezhañ evit displegañ he savboent[15] Pegañ a eure al lesanv, betek bout moullet en ur sturlevr a-zivout an tifoid[16].
George Soper a yeas da welet Mary Mallon e-kerzh m'edo en dispell, da lavaret dezhi e skrivfe ul levr diwar he degouezh hag e rofe dezhi ul lodenn eus ar gounidoù[17]. Nac'hañ krenn a eure ar geginerez, na oa ket evit gouzañ al lesanv.
Lod mezeien a savas a-enep he dispell, o lavaret e veze kastizet ar paourkaezh maouez padal e vije bet trawalc'h he c'henteliañ a-zivout he stad hag he gounit da walc'hiñ he daouarn evit na gontammiñ an dud all[18]
Un diwaskadenn nervel a skoas Mary Mallon goude bout bet harzet ha kaset d'an ospital. E 1909 e savas klemm enep New York Health Department, hogen diarbennet e voe gant Lez-varn Uhelañ New York d'an 30 a viz Mezheven[19].
Klemm a rae ivez a-zivout bout "lakaet da razh-Indez", rak rediet e veze da reiñ standilhonoù, berzet e veze dezhi gwelet ur mezeg a rafe war-dro he daoulagad, ha roet e veze dezhi louzeier a oa dañjerus evit he lounezhi[15],[20],[21].
Biskoazh ne anzavas Mary Mallon e oa un dougerez yac'h anezhi. Dont a reas a-benn da lakaat kas standilhonoù d'ul labourva a oa dizalc'h diouzh NYCHD, ha ne voe kavet tifoid ebet enno[22] ; etre miz Meurzh 1907 ha miz Mezheven 1909, tost da 25% eus an dielfennoù en ospital ma oa dalc'het a voe hep ar bakteri[23]. Goude bout bet en dispell e-pad daou vloaz hag unnek miz e voe divizet lezel Mary Mallon en he frankiz — gant ma paouezfe da labourat evel keginerez ha ma strivfe evit na kontammiñ den pe zen. D'an 19 a viz C'hwevrer 1910 ec'h asantas ar geginerez [24]. Divac'het e voe neuze[25].
Terriñ he ger a eure Mary Mallon avat. Tost da bemp bloaz a voe ret da George Soper evit he c'havout en-dro[26].
- Eil dispell (1915-1938)
Pa voe lakaet en he frankiz e 1909 e kavas Mary Mallon labour evel kannerez, a veze gopret 50% nebeutoc'h eget evit keginañ. C'hoarvezout a reas ma voe gloazet ur vrec'h dezhi ha binimet e voe ar gouli, pezh a viras outi a labourat e-pad c'hwec'h miz[27]. Goude bloavezhioù diaes ec'h adstagas gant ar c'heginañ dindan anvioù faos evel "Breshof" pe "Brown". Dre ma veze anavet e metoù pinvidien New York ne c'helle keginañ nemet e pretioù, letioù ha tinelloù. Hogos e pep lec'h ma labouras e voe tud klañv gant an derzhienn difoidel[28] Dre ma kave alies ar geginerez ul labour nevez ne c'helle ket G. Soper he c'havout[10].
Er bloaz 1915 e krogas Mary Mallon da labourat en un un ospital evit ar maouezed e New York. Dizale e voe kontammet 25 den, ha 2 a varvas gant an tifoid. Ur mezeg a c'halvas George Soper evit sikour gant an enklask ; hennezh a anavas Mary Mallon diwar an deskrivadur graet gant ar servijourien, ha dre he skritur ivez[29],[27].
Kemer an tec'h a eure ar geginerez, hogen harzet e voe gant ar polis e-kerzh m'edo o tegas boued d'un den[10][26] hag adlakaet e voe en dispell d'ar 27 a viz Meurzh 1915[26][27].
Nebeut a dra a ouzer a-zivout an eil dispell, ma chomas Mary Mallon e-pad tremen 23 bloaz en un ti bihan bet prestet dezhi gant NYCHD. E 1918, pa oa oadet a 49 bloaz, e voe aotreet da dremen un devezh e kêr a vare da vare. Er bloaz 1925, ar vezegez a orin rus Alexandra Plavska (1897-1974) a zeuas da labourat en ospital, ma savas ul labourva ha ma kinnigas labour d'ar geginerez : gwalc'hiñ boutailhoù, prientiñ dafar evit ar vezeien, enrollañ ditouroù[30],[31].
Betek he zremenvan e chomas Mary Mallon en dispell ar wezh-mañ. En tiig e chomas betek ma c'houzañvas un taol-kalon e 1932, d'an oad a 63 bloaz. Goude-se e voe miret en ospital hep gallout mont er-maez[1]. Biken ne beurbareas diwar an taol-kalon, pa chomas seizet an hanter eus he c'horf[32], met diwar skeventfo e varvas c'hwec'h vloaz war-lerc'h, d'an 11 a viz Du 1938, d'an oad a 69 bloaz.
Devet e voe he c'horf, hag al ludu a voe douaret e bered kozh Saint-Raymond e karter ar Bronx[33][34].
Pa redas ar brud ma vije bet ur c'horfskejadur kent an obidoù ha ma vije bet kavet Salmonella typhi e kellenn vestl "Typhoid Mary"[1],[10] e skrivas G. Soper ne oa bet korfskejadur ebet ; lod klaskerien a lavaras e oa un irienn evit sioulaat tud New York goude marv an Iwerzhonadez[35],[1].
Hêrezh
kemmañDegouezh Mary Malllon e voe an hini kentañ ma voe kavet un den o tougen abeg ur c'hleñved hep bout klañv. Emeur c'hoazh o tabutal a-zivout reizhded an dispell[36],[37]. Pa varvas e 1938 e oa bet kavet tremen 400 den all e New York o tougen an tifoid hep bout klañv, hogen hini ebet anezho ne voe lakaet en dispell dre nerzh, ar pezh a savas goulennoù a-zivout emzalc'h NCYHD e-keñver Mary Mallon[1]. Dougerien yac'h an tifoid all a oa bet kavet er-maez eus New York a-raok 1925 : un Italian hag en devije kontammet tremen 100 den (5 anezho marvet), un den all lesanvet Typhoid John hag en devije kontammet 36 den (2 anezho marvet), hag ur pober hag a zalc'he ur preti.[38].
Ne oa ket gwall efedus c'hoazh ar vezegiezh a-fed yec'hedouriezh da vare Mary Mallon : ne oa bevastaler ebet enep ar c'hontamm, hag arvarus e oa lemel ur gellenn vestl. Lod arbennigourien a lavar hiziv e c'hall Salmonella typhi paotaat er bouzelloù pe er felc'h[39],[40].
Ha reizh ha ret e oa herzel Mary Mallon hag he lakaat en dispell e-pad bloavezhioù ?
- Ya, rak dre ma klañvae kalz tud el lec'hioù ma laboure e ouie ervat Mary Mallon e oa-hi ar pennabeg d'ar c'hontammadur, ha dre ma ne oa bevastaler ebet e varve un 10% bennak eus ar glañvidi ; neuze e c'heller he lakaat da vuntrerez an dud-se, ha reizh e oa he herzel hag he bac'hañ[41].
- Ne oa ket, pa ne ouie ket Mary Mallon e touge ar bakteri Salmonella typhi ; ne veze ket klañv, yac'h e oa he neuz. Den ne ouie diwar-benn dougerien yac'h d'ar mare-se, hag ar geginerez a gontamme tud hep gouzout dezhi, arabat e oa neuze he herzel hag he bac'hañ betek he marv[41].
Ar c'hentañ den anavet o tougen an tifoid hep gouzout dezhi e oa Mary Mallon, neuze ne ouie ket gwall vat ar pennadurezhioù petra ober ganti. A-drugarez dezhi avat e c'hallas ar skiantourien kavout degouezhioù all. A-hent-all e krogjod da glask gouzout termeniñ ur vevenn etre dizalc'hiezh an den-mañ-den er gevredigezh hag e atebegezh e-keñver an hentez er gevredigezh-se[42].
Levrlennadur
kemmañ- (en) Adler, Richard & Mara, Elise. Typhoid Fever: A History. Jedferson (North Carolina) : McFarland, 2016 (ISBN 978-1-4766-2209-5)
- (en) Alexander, Caitlind L.. Typhoid Mary: The Story of Mary Mallon. Broken Arrow (Oklahoma) : Smashword, 2011 (ISBN 978-1-4661-3050-0)
- (en) Campbell Bartoletti, Susan. Terrible Typhoid Mary: A True Story of the Deadliest Cook in America. Boston : Houghton Mifflin Harcourt, 2015 [[ISBN|978-0-544-31367-5}}
- (en) Hoppe, Trevor. Punishing Disease – HIV and the Criminalization of Sickness. Berkeley : University of California Press, 2017 [[ISBN|978-0-520-96530-0}}
- (en) Kenny, Kevin. The American Irish: A History. London : Routledge, 2014 (ISBN 978-1-317-88916-8)
- (en) Leavitt, Judith. 'Typhoid Mary: Villain or Victim?, 12/10/2004 @ Public Broadcasting Service. Kavet : 07 Mae 24.
- (en) Marineli, Filia & al. : Mary Mallon (1869-1938) and the history of typhoid fever. In : Annals of Gastroenterology, levrenn 26, niv. 2, 2013 pp. 132-134;. Kavet : 07 Mae 24.
- (en) Satin, Morton. Death in the Pot – The Impact of Food Poisoning on History. New York : Prometheus Books, 2007 (ISBN 978-1-61592-224-6)
- (en) Soper, George A.. The Curious Career of Typhoid Mary. In : Bulletin of the New York Academy of Medicine, levrenn 15, niv. 10, Here 1939, pp. 698-712. Kavet : 07 Mae 24.
- (en) Walzer Leavitt, Judith. Typhoid Mary – Captive to the Public's Health. New York : Putnam Publishing, 1996 (ISBN 978-0-8070-2102-6)
- (en) Walzer Leavitt, Judith & Numbers, Ronald L.. Sickness and Health in America – Readings in the History of Medicine and Public Health. Madison : University of Wisconsin Press, 1997 (ISBN 978-0-299-15320-5)
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 Marineli & al., 2013.
- ↑ (en) Tomes, Nancy. The Gospel of Germs – Men, Women, and the Microbe in American Life. Cambridge : Harvard University Press, 1999 (ISBN 978-0-674-35708-2)
- ↑ (en) Bourdain, Anthony. Typhoid Mary – An Urban Historical. New York : Bloomsbury, 2010 (ISBN 978-1-60819-518-3)
- ↑ 4,0 ha4,1 Waltzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 14.
- ↑ Adler & Mara, 2016, pp. 137-145.
- ↑ Waltzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 16.
- ↑ Alder & Maria, 2016, pp. 140-141.
- ↑ 8,0 ha8,1 Alder & Maria, 2016, p. 137.
- ↑ Campbell Bartoletti, 2015, p. 180.
- ↑ 10,0 10,1 10,2 10,3 10,4 ha10,5 (en) 'Who was Typhoid Mary? @ The Straight Dope. Kavet : 07 Mae 24.
- ↑ Satin, 2007, p. 169.
- ↑ Soper, 1939, pp. 704-705.
- ↑ Alexander, 2011.
- ↑ Adler & Mara, 2016, p. 143.
- ↑ 15,0 ha15,1 (en) 'The Most Dangerous Woman in America / In Her Own Words'. Kavet : 07 Mae 24.
- ↑ Satin, 2007, p. 171.
- ↑ Soper, 1939, p. 709.
- ↑ Walzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 560.
- ↑ (en) 'Topics in Chronicling America - Typhoid Mary'. Kavet : 07 Mae 24.
- ↑ Walzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 561.
- ↑ Adler & Mara, 2016, pp. 143–145.
- ↑ Walzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 560.
- ↑ Alewander, 2004.
- ↑ Soper, 1939, pp. 708-710.
- ↑ Adler & Mara, 2016, pp. 143–145.
- ↑ 26,0 26,1 ha26,2 (en) 'The Case of the Unsuspected Murderer @ Illinois State Board of Education. Kavet : 07 Mae 24.
- ↑ 27,0 27,1 ha27,2 Leavitt, 2004.
- ↑ Soper, 1939, pp. 708–710.
- ↑ Soper, 1939, pp. 708–710.
- ↑ Walzer Leavitt, 1996, p. 195.
- ↑ Campbell Bartoletti, 2015, p. 141.
- ↑ Campbell Bartoletti, 2015, p. 143.
- ↑ Satin, 2009, p. 174.
- ↑ (en) 'Find A Grave'. Kavet : 07 Mae 24.
- ↑ Soper, 1939, p. 712.
- ↑ Walzer Leavitt, 1996, p. 14.
- ↑ Walzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 559.
- ↑ (en) 'Epidemiology, Meurzh 2001. Kavet : 07 Mae 24.
- ↑ (en) Singer, Emily. 'The Strange Case of Typhoid Mary @ QuantaMagazine, 31/08/2016. Kavet : 07 Mae 24.
- ↑ (en) Goldman, Bruce. 'Scientists get a handle on what made Typhoid Mary's infectious microbes tick @ Stanford Medicine, 14/08/2013. Kavet : 07 Mae 24.
- ↑ 41,0 ha41,1 Hoppe, 2017.
- ↑ (en) Wald, Priscilla. Cultures and Carriers: "Typhoid Mary" and the Science of Social Control. In : 'Social Text, niv. 52/53, 1997, pp. 181–214 @ JSTOR. Kavet : 07 Mae 24.