Milafranga
Milafranga | ||
---|---|---|
Iliz Sant Bartolome (XVIIvet kantved) | ||
![]() | ||
Anv okitaneg | Vièlafranca | |
Anv gallek (ofisiel) | Villefranque | |
Bro | Lapurdi | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Akitania-Nevez | |
Departamant | Pireneoù-Atlantel | |
Arondisamant | Baiona | |
Kanton | Hiriburu | |
Kod kumun | 64558 | |
Kod post | 64990 | |
Maer Amzer gefridi | Robert Dufourcq 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Communauté de communes Nive-Adour | |
Lec'hienn web | www.villefranque.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 836 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 165 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 131 m | |
Gorread | 17,17 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Milafranga (Vièlafranca pe Vilafranca en okitaneg; Villefranque e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus Lapurdi, e kanton Hiriburu, en Iparralde Euskal Herria, treuzet gant ar stêr Errobi.
Kumunioù amezekAozañ
En hanternoz emañ Baiona, er c'huzh-heol Basusarri, er c'hreisteiz Uztaritze ha Jatsu, er sav-heol Hiriburu ha Mugerre.
IstorAozañ
Saint-Martin-de-Basters e oa anv kozh al lec'h e galleg, hag ur salvetat en eskopti Baiona e oa en XIvet kantved. D'ar 24 a viz Eost 1343, da goulz fest ar gêriadenn, e c'hourc'hemennas maer Baiona stagañ pemp denjentil eus Lapurdi ouzh pilerioù pont Proudines, e traoñ kastell Miotz, ma voent beuzet gant al lanv. Meneget eo ar vojenn gant Taine en e levr Voyage aux Pyrénées, skeudennaouet gant Gustave Doré.
Ur pennadig e voe kendeuzet gant Hiriburu, hag adanvet Tricolore e-pad an Dispac'h gall (1794-1795).
Emgannoù a voe en amzer Napoleon entre soudarded ar jeneral saoz Wellington ha re ar jeneral gall Soult a ziwalle an hent e Milafranga rak ar Saozon a oa o klask mont betek Baiona, ha dekmiliadoù a soudarded a voe oc'h en em gannañ.
Ar soudarded saoz (Spagnoled ha Portugaliz a oa ivez) a savas ur pont war an Errobo, d'o rejimantoù da dreuziñ. E Milafranga, d'an 9 a viz Kerzu 1813 e voe trec'h ar Saozon, dindan ar jeneral Hill, war arme c'hall Drouet d'Erlon. Goude e voent trec'h adarre en Hiriburu.
TudAozañ
Eno e voe ganet Jean Saint-Pierre (1884-1951), skrivagner euskarek