Mitologiezh Breizh

kredennoù ha mojennoù liammet gant Breizh hag ar Vretoned
 Arabat droukveskañ gant Danvez Breizh

Mitologiezh Breizh eo hollad kredennoù ha mojennoù Breizh. Pobloù kelt an Arvorig o devoa dija ur vitologiezh keltiek gant doueed ha boudoù liammet gant lidoù an natur, hag e chom un nebeud roudoù anezhi gant Sent Breizh. An diazez mitologiel-se a oa boutin d'ar pobloù a bep tu da vor Breizh (dreist-holl lid an Dioskured pe gevelled doueel) a zo degemeret gant ar Romaned ha kristenet goude-se. Kollet ez eus bet darn eus an danevelloù bras dre zistruj pe troidigezh al lec'hioù-lid pagan d'ar relijion nevez.

Tec'hadenn ar roue Gradlon gant Évariste-Vital Luminais, e-tro 1884, dastumet e mirdi an arzoù kaer e Kemper. An daolenn a gont Mojenn Kêr-Is

Pobladur an Arvorig gant ar Vretoned a zispleg perak e kendalc'her gant al lidoù broadel evel an Droveni e Lokronan-Koad-Nevet pe hini Tro Breizh. Mojenn ar roue Brutus a voe skignet evit reiñ orinoù troian d'ar Vretoned, a-raok bezañ disoñjet hag erlec'hiet gant Konan Meriadeg en Xvet kantved, hag a ro tro da zisplegañ tro-ha-tro kristeniekadur ar vro hag ar yezh.

An danevelloù-se a zo diazezet war istorioù pobladur Breizh pe Ledaw (Litau, Letavia). Staliadur ar Vrezhoned adal Breizh-Veur adalek ar IVe kantved, e-serr ar rouantelezhioù ledet a bep tu da Vor Breizh (Gerontius), a wel kredennoù kristen o emledañ tro-dro da Vor Breizh, gant ul lodenn o vezañ distro Danvez Breizh. Mojenn ar Roue Arzhur a zo skignet kreñv e Dugelezh Breizh er Grennamzer, dreist-holl dre varzhonegoù Marie de France. Familhoù noblañsoù bras an Tiegezh Laval ha Rohan a implij ar vojenn evit sevel klemm war an douaroù arzhurel e Breizh e fin ar XVvet kantved, ur mare ma kaver ar c'hentañ skridoù a gont Mojenn Kêr-Is.