Moger Antoninus

(Adkaset eus Moger Antonin)

Moger Antoninus, pe Mur Antoninus evel e kembraeg, zo ur voger-difenn graet gant mein ha douar en amzer ar Romaned a-dreuz kreisteiz Bro-Skos, etre ar Firth of Forth er reter hag ar Firth of Clyde er c'hornôg.

Lec'hiadur Moger Antoninus ha Moger Hadrian
Kreñvlec'hioù ar voger

Krog e oad d'he sevel er bloaz 142, en amzer an impalaer roman Antoninus Pius, ha 12 vloaz e padas al labour. War-dro 63 km hed a oa dezhi, 3 m uhelder ha 5 m tevder. Un douflez a oa en tu hanternoz dezhi.
Ganti e klasked ober ur voger nevez da gemer lec'h Moger Hadrian, 160 km pelloc'h er c'hreisteiz, da ziskouez harzoù impalaeriezh Roma.
Ugent vloaz goude, e 164, e voe tennet o soudarded diwar ar voger gant ar Romaned, da souzañ betek Moger Hadrian.

An impalaer roman Antoninus Pius a roas urzh da sevel ar voger war-dro 142[1] Quintus Lollius Urbicus, a oa gouarnour proviñs Britannia a reas war-dro ar savidigezh da gentañ, ha daouzek vloaz e padas al labour.[2]. En em astenn a ra war-hed 63 km eus Old Kilpatrick, e West Dunbartonshire war lez ar Firth of Clyde er c'hornôg, betek Carriden, e-kichen Bo'ness war lez ar Firth of Forth.
Berroc'h e oa Moger Antoninus eget moger Hadrian ha graet e oa e douar, gant mein dindan. Krediñ a reer e oa bet soñjet ober ur voger e mein, evel hini Hadrian, met diaesoc'h e oa moarvat.

En norzh d’ar voger-se edo ar vro anvet Kaledonia, annezet gant tud anvet "Picti" gant ar Romaned, un anv hag a dalveze "tud livet".
Savet e oa Moger Antoninus da gemer lec'h Moger Hadrian evel harzoù an impalaeriezh. Met e-keit ma veze ar soudarded roman o sevel ar voger ha meur a greñvlec'h all pelloc'h en hanternoz, ne oant ket gouest da drec'hiñ tud kalet Kaledonia, hag meur a wech e voe arsailhet ar voger.
Dilezet e voe moger Antoninus mann nemet 8 vloaz goude echuet he sevel, abalamour da argadennoù dibaouez ar Bikted. E 162 en em dennas al lejionoù roman a-drek moger Hadrian, en ur lezel soudarded roman da ober gward eno betek dibenn ar IVe kantved, pa grogjont da guitaat Enez Vreizh. Un emglev a rejont gant Brezhoned an tolead, a zeuas da vezañ Stadoù brezhon an hanternoz kozh diwezhatoc'h.

Arsailhet e voe ar voger meur a wech e 197.
E 208 e teuas an impalaer Septimius Severus da weladenniñ hanternoz proviñs Britannia ha dreset e voe darnoù eus ar voger. Un toullad bloavezhioù goude e kilas ar Romaned adarre, hag adkouezhañ a reas ar voger, lesanvet a-wechoù moger Severus gant istorourien roman zo, ken e voe droukvesket an div voger gant tud evel Beda Venerabilis.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) William Roy : The Military Antiquities of the Romans in Britain. London, 1793
  • (en) George Macdonald : The Roman Wall in Scotland. Oxford, 1934
  • (en) Royal Commission of the Ancient and Historical Monuments of Scotland : Stirlingshire. H.M.S.O. 1963
  • (en) Anne S. Robertson : The Antonine Wall. Glasgow, 1968
  • (en) Ordnance Survey : The Antonine Wall. Southampton, 1969

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (en) Robertson, Anne S. (1960). The Antonine Wall. Glasgow Archaeological Society. p. 7.
  2. (en) Breeze, David J. (2009). The Antonine Wall, p. 167. Edinburgh : Birlinn Ltd / John Donald (ISBN 978-0-85976-655-5)